Franz Alfred Schilder
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur malakologour, ur bevoniour, un taksonomour hag ur c'helenner war ar blotviled hag ar geographiezh, alaman eus orin bro Aostria e oa Dr. Franz Alfred Schilder, Franz Xaver Alfred Johann Schilder eus e anv leun, ganet e Královské Vinohrady, (Gwinieg roueel alamagn), e Praha Tchekia an deiz a hiziv, d'an 13 a viz Ebrel 1896 ha marvet e Halle (Saale) d'an 11 a viz Eost 1970.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dedennet eo bet abred gant an natur Franz Alfred Schilder hag en doa embannet e bennad kentañ da 14 bloaz diwar ur spesad c'hwiled e kerentiad ar Cicindelidae en der Deutschen Entomologischen Zeitschrif(de), ur gazetenn aleman diwar an amprevaned. Kroget en doa da studiañ Medisinerezh er skol-veur Vienna a-raok mont da vrezeliñ e 1914. Distreiñ a rae goude ar brezel e 1918 e Vienna da studiañ skiantoù an natur. Tremen a rae e doktorelezh war an uskerentiad Cypraeacea a zo ennañ ar c'herentadoù Cypraeidae hag Ovulidae. Kenderc'hel a rae adalek ar mare-se da labourat war meur a sujed e bevoniezh e-touesk anezho, an hoc'higed-mor, ar phyloxera, kleñved ar gwini.
Dimezet eo da V/Maria Hertrich (1898-1975) ha ganti e ya etre 1927 ha 1939 da veajiñ e meur a vro da studiañ hoc'higed-mor e mirdioù ha dastumadegoù prevez. Embann a rae pennadoù diwar e studioù ha a drugarez dezho e voe pedet da genderc'hel da labourta gant ar Royal Society eus Londrez.
An eil brezel bed a harz ouzh e studioù hag eskemmoù er maez eus Alamagn.
Adkregiñ a rae adalek 1950 da eskemm gant dastumadegerien ar vro a-bez.
Dont a rae da vezañ Kelenner a enor er skol-veur Martin Luther e Halle-Wittenberg eus 1945 betek 1968 pa kemere e leve.
Implijout a rae e leve evit labourat gant e wreg Maria war an hoc'higed-mor. Embann a raeont A catalogue of living and fossil cowries diwar kerentiadoù Triviidae, Ovulidae ha Cypraedae[1].
Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet en doa muioc'h eget 400 pennad.
Diskrivet en doa 45 genad nevez ha 483 spesad hag isspesad nevez.
Roet eo bet anv ar genad Schilderia en enor dezhañ.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A catalogue of living and fossil cowries: Taxonomy and bibliography of Triviacea and Cypraeacea, (Gastropeda Prosebranehia), Volumes 81 à 85, Institut royal des sciences naturelles de Belgique, r. Vautier, 31, 1971 - 246 pages
Troet eo bet ul lodenn eus an destenn-mañ diwar ar pennad en alamaneg.