Francesco Totti

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Francesco Totti (2007)

Francesco Totti, ganet d’ar 27 a viz Gwengolo 1976 e Roma, en Italia, a zo ur melldroader hag a c’hoari e skipailh an AS Roma, ha brudet eo da vezañ unan eus gwellañ c'hoarierien ar bed.

Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe miz Gouere 1992 : AS Roma (461 c'hrogad ; 195 pal). D'an 21 a viz Genver 2012, d'an oad a 35 vloaz, e voe Francesco Totti ar melldroader en deus enskrivet ar muiañ a balioù en istor ar rummad A en hevelep skipailh, p'en deus lakaet e 211vet pal ; gwelloc'h eget ar Svedad Gunnar Nordahl eo bet.

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo gant Ilary Blasi abaoe 2005. Ganti en deus bet ur mab, Christian, ganet d'ar 6 a viz Du 2005. D'an 13 a viz Mae 2007 eo ganet ur verc'h dezho, anvet Chanel. Krouet en deus gant e greg (Ilary Blasi) ur merk dilihadou anvet Never Without You [NWY].

E 2003, presidant kleub Chelsea, ar Rus Roman Abramovitch, en deus kiniget da Roma prenañ Totti hag Emerson evit 150 milion a euroioù (gant 120 milion evit Totti). Roma ne oa ket a du met mard em befe bet c'hoant, Totti a befe bet ar c'hoarier-mell droat ar kerañ en istor ar sport-mañ

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]