François d'Avaugour

Eus Wikipedia

Frañsez Avaogour, pe François d'Avaugour e galleg, ganet en 1462 ha marvet en 1510, a oa mab bastard da Frañsez II, dug Breizh hag e bried kleiz Antoinette de Maignelais.

Savet e oa bet e kastell Naoned a-gevret gant e hanterc'hoar Anna Vreizh.

Kont Goeloù e oa, hag anvet da gont Vertus en 1485.

Dirak Stadoù Breizh e tilezas e wirioù hêrezh war gurunenn Vreizh, pa voe bec'h e 1488-1491.

Gouarnour kêr Sant-Malo eo bet.

Degemer a eure kolier urzh Sant-Mikael a-berzh ar roue gall. Enebiñ ouzh e dad a eure pa savas kabaduilh abalamour da Pierre Landais ha war-dro fin ar brezel ouzh ar C'hallaoued.

E diegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1492 e timezas da Madeleine de Brosse, a oa merc'h da Jean de Brosse. mervel a eure o daou vab hag o merc'h en-yaouank.