Mont d’an endalc’had

François Tanguy-Prigent

Eus Wikipedia

François Tanguy-Prigent a zo anavezet evel ministr al labour-douar Frañs e-kreiz ar bloavezhioù 1940, goude an eil brezel bed. Ganet eo bet ‘barzh ur familh labourerien-douar, d’an 11 a viz Here 1909 e Sant-Yann-ar-Biz (Penn-ar-Bed). Marvet eo d’an 20 a viz Genver 1970 e Montroulez (Penn-ar-Bed).

François Tanguy-Prigent, paotr bolitikour, 1936
François Tanguy-Prigent

A labourer-douar da bolitikour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tanguy-Prigent en dije stummet e spered politikel gant ar fed ma veze lennet kalz a gazetennoù gantañ. Goude ar skol-vamm en doa paouezet François Tanguy-Prigent da vont d’ar skol evit mont da labourat ‘barzh feurm e dud. Awenet eo bet gant Guy Le Normand, bet Sekretour-Meur departamant Penn-ar-Bed. Ken abred hag e 16 vloaz e teuas dija François Tanguy-Prigent da vezañ sindikalour e-barzh Kevread ar Beizanted (Fédération Paysanne). 2 vloaz goude, dont a reas da vezañ sekretour kevrenn vroadel ar sokialourien yaouank. En em lañsañ a reas neuze e-barzh bed ar politikerezh. E 1934 e voe dilennet François Tanguy-Prigent kuzulier-meur departamant Penn-ar-Bed. Goude-se, distreiñ a reas d’e gumun c’henidik evit dont da vezañ maer Sant-Yann-ar-Biz e 1935. Dont a reas da vezañ kannad yaouankañ bro Frañs e miz Mae 1936, pa voe bet dilennet strollad ar « talbenn ar bobl ». Adalek ar poent-mañ e voe neuze François Tanguy-Prigent unan eus ar 15 kannad brezhoneger, gant ar pal krouiñ ur gronnad parlamantel, ha difenn lezennoù evit ma vefe desket brezhoneg er skolioù.

Maread ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn kentañ an eil brezel-bed e oa bet anvet François-Tanguy-Prigent evel is-letanant Frañs ‘barzh an artilheri. Goude an arsav-brezel e teuas Tanguy-Prigent da vezañ unan eus ar 80 parlamantour a-enep ma vefe fiziet an holl c’halloudoù gant Pétain. Krouiñ a reas e fin ar bloavezh 1940 ar "Bulletin bimensuel de la Coopérative de Défense paysanne de Morlaix", ur gevelouri a strolle 4390 ezel e 1942, a-raok ma vije bet berzet. Pal ar strollad-mañ a oa burutellat ar politikerezh lakaet e pleustr gant Korfuniad ar Beizanted (Corporation Paysanne). Arestet e voe gant arme Alamagn, met dieubet e voe nebeut goude.  Daoust dezañ gouzout e oa evezhiet, kemer a reas perzh ‘barzh strollad ar resistantet. Evit kregiñ, krouet en deus ar « Confédération générale de l'agriculture », evit sevel a-enep ar c’horfuniad lakaet e-plas gant ar Stad. E 1943 e kemeras perzh e-barzh krouidigezh an SFIO, ha kemer a reas perzh el luskad « Libération-Nord ». Dindan guzh, Tanguy-Prigent a deuas da vezañ Jacques Le Ru ha Pascal. E 1943, aozañ a reas ur strouezh gant ar pal da ziskar an alouberien ha Renad Vichy. E 1944 e krouas ur gazetenn anvet  La Résistance Paysanne ha kemer a reas perzh en emgannoù evit dieubidigezh ar vro, o vezañ e penn 200 FFI, ha soudarded c’hall bet harzlammet eus Bro-Saoz.

Ministr al labour-douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’ar 4 a viz Gwengolo 1944, François Tanguy-Prigent a oa o selaou Charles De Gaulle er skingomz, pa glevas e e vefe-eñ ministr nevez al labour-douar. Sevel a reas meur a lezenn evit lakaat labour al labourerien-douar da vont war-raok, evel hini an 12 a viz Here 1944 pa lamas Korfuniad ar Beizanted, a oa bet krouet gant Renad Vichy. Sikour a reas diorroadur ar sindikadoù gant ar pal ambroug adsavidigezh sevenadurel ar maezioù. E 1946, kemer a reas perzh ‘barzh krouidigezh Kevread Vroadel Oaledoù ar Maezioù. Dont a reas buan a-walc’h ar c’hevread-mañ da vezañ unan eus brasañ luskadoù an deskadurezh pobl. D’an 13 a viz Ebrel eus an hevelep bloavezh, François Tanguy-Prigent a voe e-penn krouidigezh statud ar feurmaj hag ar mererezh, a zo c’hoazh e plas hiziv. Chom a reas ministr al labour-douar betek an 22 a viz Here 1947.

François-Tanguy-Prigent a gemeras perzh e-barzh an div vodadenn vroadel bonreizhañ bet dalc’het e 1945 hag e 1946. Bet e oa bet is-prezidant ar Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (CELIB) e 1951, dindan prezidantelezh René Pleven. Bet e oa bet kannad Penn-ar-Bed betek 1958. Dre ma ne oa ket a-du evit harpañ distro Charles de Gaulle e 1958, e kuitaas an SFIO e 1959 hag ec’h emezelas er strollad sokialour emren (PSA) ha goude er strollad sokialour unanet (PSU) a voe dileuriet gantañ er vodadenn vroadel etre 1962 ha 1967. Goude se, e-kreiz ar bloavezhioù 1960, e lakaas François-Tanguy-Prigent un termen d’e red-micher politikel.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]