François Guillé

Eus Wikipedia

Ur c'helenner skol-veur eo François Guillé ha bet dean Kevrenn ar vezegiezh e Skol-veur Roazhon 1 e-pad dek vloaz. Dean yaouankañ Frañs e oa bet. Rener gwazrann (servij) troazhadouriezh e penn klañvdi (POS) Pontchaillou e Roazhon eo. Hemañ a zo ur surjian arbennigour war ar c'hwezigell ha brudet evit-se. A-orin eus Enez-Frañs eo. E amzer-soudard en doa graet e Brest.


Abaoe an 2 a viz Du 2010 eo rener Kreizenn rannvroel ar stourm ouzh ar c'hrign-bev (Centre Eugène Marquis), anezhi un ensavadur prevez stag ouzh ospital Pontchaillou, a zo unan eus an ensavadurioù a ya d'ober Kreizenn Ospital Skol-Veur Roazhon.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]