François-Mathurin Gourvès
François-Mathurin Gourvès (17 Mezheven 1929 – 12 Eost 2020) a oa un eskob katolik. Eskob Gwened e voe eus 1991 da 2005.
Ganet e voe Mathurin Gourvès e Plougastell, en ur familh labourerien-douar. Ar brezhoneg e oa e yezh kentañ. Studioù a reas e kloerdi bras Kemper hag e Roma hag e Pariz da c'houde. Beleget e voe e 1953, en eskopti Kemper.
Kure e voe e Landerne da gentañ, a-raok bezañ chapalan gant ar JOC, ha dean en iliz ar Salver Santel e Brest, goude. Vikel-vras eskopti Kemper e teuas da vezañ e 1975. Eskobet e voe d'an 21 a viz C'hwevrer 1991, ha diwar neuze e kemeras "François-Mathurin" da anv.
E 1996 e pedas ar pab Yann-Baol II da zont da Santez-Anna-Gwened. Ar wech kentañ e oa d'ur pab dont da Vreizh. E diskar-amzer 2003 e voe embannet ul lizher-eskob gantañ diwar-benn plas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh en ilizoù hag er skolioù katolik[1]. E 2005 e kuitaas e garg a eskob hag anvet e voe Raymond Centène da eskob Gwened en e lec'h. Etre 2005 ha 2015 e voe J.-M. Gourvès o vevañ e Plougastell. E 2015 en em dennas e Santez-Anna-Gwened, ma varvas d'an 12 a viz Eost 2020.