Frañsez Gwilhouzig
Neuz
Frañsez Gwilhouzig, Laurent François Marie François Guillouzic e anv er marilh, Barzik Kervarzin e anv-pluenn, (Gras-Gwengamp, 1 a viz Kerzu 1865 — Plouizi, 24 a viz Du 1895[1]) a oa ur skrivagner brezhonek hag a savas kantikoù ha buhezioù sent.
E Plouizi e tremenas e vugaleaj kent mont d'ober e studi da skolaj Itron Varia Gwengamp, ma voe mestr-studi a-raok ha goude bezañ beleget d'an 20 a viz Kerzu 1890, oadet a 25 bloaz.
Kure e voe er Vinic'hi e 1891. Eno e skrivas buhez Erwan Helouri, ha prestik goude un teskad kantikoù evit Bro-Dreger.
Mennet e oa da sevel Buhez ar Sent hervez doare Alberzh Veur pa varvas e ti e dud d'e 30 vloaz.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bue Zant Ervoan laket en brezonek,
- Levr kantiko reizet gant an otro F. Guillouzic, kure Zant Ervoan (Minihy), Ti-moullañ R. Prud'homme, Sant-Brieg, 1894, adembannet e 1899 hag e 1905.