Fouquet's

Eus Wikipedia

Fouquet's zo anv teir ostaleri-mondianed e Bro-C'hall, e Pariz, Cannes, hag e Toloza (digoret e 2007), perc'hennet gant Lucien Barrière, ur stroll arc'hantel. Brudetoc'h eo hini Pariz.

Brud vrasoc'h zo deuet da ostaleri Pariz abalamour d'ar fest a voe aozet eno d'ar 6 a viz Mae 2007 da 20e30 pan eas Nicolas Sarkozy di gant e diegezh ha mignoned goude ma voe embannet e oa bet trec'h e dilennadeg prezidant Bro-C'hall. Diwar-benn an darvoud-se ez eus bet skrivet ul levr, La Nuit du Fouquet's, gant ar c'hazetennerezed gall Ariane Chemin ha Judith Perrignon ma tisplegont piv a oa eno ha petra a c'hoarvezas.