Food Wars!: Shokugeki no Soma

Eus Wikipedia
Food Wars!: Shokugeki no Soma
heuliad manga
Anv berrFood Wars Kemmañ
Titl食戟のソーマ, Food Wars Kemmañ
Derivative workFood Wars!: Shokugeki no Soma Kemmañ
Danvez pennañhigh school student, keginañ, boued Kemmañ
Tachennadventure anime and manga, comedy anime and manga, cooking manga Kemmañ
AozerYūto Tsukuda Kemmañ
Bro orinPerou Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad kregiñ26 Du 2012 Kemmañ
Deiziad echuiñ29 Eos 2019 Kemmañ
SkeudennaouerShun Saeki Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.shonenjump.com/j/rensai/soma.html Kemmañ
Embannet eWeekly Shōnen Jump Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ

Food Wars! zo ur manga e doare ar shonen, ecchi, fent-karantez ha keginerezh skrivet gant Yūto Tsukuda ha treset gant Shun Saeki. Sikouret eo bet an daou aozer gant Yuki Morisaki evit ar pezh a sell ouzh ar c'heginañ hag ijinañ rekipeoù. Ar manga a zo bet embannet e Japan eus 2012 betek 2019 er Weekly Shōnen Jump. Goude-se eo bet embannet gant Shūeisha e stumm 36 levrenn manga. E Breizh eo embannet gant Tonkam abaoe 2014.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenarroud Food Wars ! : Shokugeki no Soma a zo dreist-holl bed Skol-veur Tōtsuki (Tōtsuki Saryō Ryōri Gakuen), ar vegenn eus ar skolioù keginerezh e Tokyo, e Japan. Ar skol ne zegemer nemet un nebeud studierien bep bloaz hag ar re-se n'int ket asur ne vint ket skarzhet e-kerzh ar bloavezhioù studioù. Tost an holl studierien zo o tont eus familhoù pinvidik ha tremenet int dre al Lise Totsuki.

An dek studier gwellañ a vez adkavet en ur c'huzul-skol (kuzul an dek mestr). Ar re-se zo tost ken galloudus ha rener ar skol. Ar studierien a c'hell krouiñ ur shokugeki (tresadenn-bev: brezel boued), ur genstrivadeg evit gouzout piv eo an hini gwellañ a-fed keginañ.