Food Wars!: Shokugeki no Soma
Anv berr | Food Wars ![]() |
---|---|
Titl | 食戟のソーマ, Food Wars ![]() |
Labour da-heul | Food Wars!: Shokugeki no Soma ![]() |
Danvez pennañ | high school student, keginañ, boued ![]() |
Tachenn | adventure anime and manga, comedy anime and manga, cooking manga ![]() |
Aozer | Yūto Tsukuda ![]() |
Bro orin | Perou ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Deiziad kregiñ | 26 Du 2012 ![]() |
Deiziad echuiñ | 29 Eos 2019 ![]() |
Skeudennaouer | Shun Saeki ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.shonenjump.com/j/rensai/soma.html ![]() |
Bet embannet e | Weekly Shōnen Jump ![]() |
Arvesterien pal | Shōnen ![]() |
Food Wars! zo ur manga e doare ar shonen, ecchi, fent-karantez ha keginerezh skrivet gant Yūto Tsukuda ha treset gant Shun Saeki. Sikouret eo bet an daou aozer gant Yuki Morisaki evit ar pezh a sell ouzh ar c'heginañ hag ijinañ rekipeoù. Ar manga a zo bet embannet e Japan eus 2012 betek 2019 er Weekly Shōnen Jump. Goude-se eo bet embannet gant Shūeisha e stumm 36 levrenn manga. E Breizh eo embannet gant Tonkam abaoe 2014.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenarroud Food Wars ! : Shokugeki no Soma a zo dreist-holl bed Skol-veur Tōtsuki (Tōtsuki Saryō Ryōri Gakuen), ar vegenn eus ar skolioù keginerezh e Tokyo, e Japan. Ar skol ne zegemer nemet un nebeud studierien bep bloaz hag ar re-se n'int ket asur ne vint ket skarzhet e-kerzh ar bloavezhioù studioù. Tost an holl studierien zo o tont eus familhoù pinvidik ha tremenet int dre al Lise Totsuki.
An dek studier gwellañ a vez adkavet en ur c'huzul-skol (kuzul an dek mestr). Ar re-se zo tost ken galloudus ha rener ar skol. Ar studierien a c'hell krouiñ ur shokugeki (tresadenn-bev: brezel boued), ur genstrivadeg evit gouzout piv eo an hini gwellañ a-fed keginañ.