Flora MacDonald

Eus Wikipedia
Bez Flora Macdonald e bered Kilmuir, en Enez Sgitheanach.

Flora MacDonald (Fionnghal NicDhòmhnaill e gouezeleg) (17221790), zo un emsaverez ha harozez skosat.

Merc'h e oa da Ranald MacDonald, eus Milton, en enez Uibhist a Deas (South Uist e saozneg), en Inizi Gall, en Skos. He mamm e oa Marion, merc'h da Angus Macdonald.

He zad a varvas pa oa bugelig, ha gwallet e oa bet gantañ. He mamm he devoa kaz outi, a voe skrapet gant Hugh MacDonald eus Armadale, en Enez Sgitheanach (Skye e saozneg), hag a zimezas dezhi neuze. Savet e voe Flora gant penn ar c'hlan, klan MacDonald eus Clanranald, ha skoliet e voe ur pennad en Dinedin, er relijion presbiterian skosat.

Perzh en emsavadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flora MacDonald ha Bonnie Prince Charlie o kimiadiñ, gant G. W. Joy.

En miz Mezheven 1746, pa oa 24 bloaz, edo Flora MacDonald o chom e kêr Benbecula, en Inizi Gall intérieures, pa deuas ar priñs Charles Édouard Stuart di da glask repu goude emgann Culloden. Gant ar priñs e oa ur c'habiten O'Neill, hag a c'houlennas skoazell da virout a vezañ tapet gant e enebourien. Dalc'het e oa an enezenn gant ar gouarnamant saoz, hag ur milis a oa war al lec'h oc'h eveshaat, met tomm e oa an tiegezh MacDonald ouzh an emsavadeg jakobit.
Prometiñ a reas Flora sikour ar priñs da dec'hel eus an enezenn. Diwezhatoc'h e kontas d'ar priñs dug Cumberland, mab d'ar roue saoz George II, penn an armeoù saoz e Skos, he devoa graet kement-se dre garantez-Doue.
E penn milis an enezenn e oa he leztad Hugh MacDonald. Un aotre-tremen a roas dezhi da mont ha dont en enezenn, ur servijer, ur vatezh iwerzhonat, Betty Burke hec'h anv, ha c'hwec'h den evit ar vag. Gwisket e oa ar priñs evel Betty Burke.