Flavius Marcianus

Eus Wikipedia

Marcianus, pe Flavius Marcianus Augustus, ganet e Trakia pe en Illiria en 392 pe 396, ma marvet d'ar 27 a viz Genver 457, a oa impalaer roman ar Reter (Impalaer Bizantion) adalek 450 betek e varv.

N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn e dud. Soudard e oa e dad, hag eveltañ ez eas Marcianus da soudard.


Ren Marcianus a oa bet hini adtapout douaroù impalaeriezh ar reter. Evel impalaer e oa deuet a-benn da dalañ ouzh tagadennoù ar varbared ha da adsevel an ekonomiezh. Eus an tu all en devoe bet ur politikerezh evit e lodenn douaroù nemetken o leuskel Impalaeriezh ar C'hornôg e-unan hep kas sikour a-enep aloubadegoù ar varbared. Dre-se e c'hallas Attila kas da benn ar c'hampagnoù italian hag ar Vandaled mont da breizhañ Roma e 455.

Evit Iliz Ortodoks ar Reter, Marcian a zo bet anzavet evel ur sant evit e rol e-pad kuzuliadeg Chalcedon.

Flavius Marcianus Augustus
Delwenn an impalaer.
En e raok :
Pulcheria
Impalaer bizantat

392457
War e lerc'h :
Leon Iañ