Feur-emglev Lausanne (1923)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Harzoù nevez Turki e 1923

Feur-emglev Lausanne, sinet d'ar 24 a viz Gouhere 1923, a gemeras lec'h feur-emglev Sèvres (1920), a voe krouet gantañ Turkia a hiziv gant he harzoù. Hennezh eo ar feur-emglev diwezhañ deuet da-heul ar C'hentañ Brezel-bed. Resisaat a rae harzoù Turkia, ar stad nevez-savet diwar dismantroù an Impalaeriezh Otoman. Adaozet e voe an harzoù evit unvaniñ ar pobloù hervez o c'hredennoù relijiel.

O sinañ ar feur-emglev-se e tisklêrie Turkia paouez da glask adkemer an tiriadoù a oa bet dindan an Impalaeriezh Otoman.

D'ar 24 a viz Gouhere 1923 e voe sinet ar feur-emglev gant Turkia, d'ar 24 a viz Eost 1923 gant Bro-C'hres, gant Italia d'an 12 a viz Meurzh 1924, gant Japan d'ar 15 a viz Mae 1924, gant ar Rouantelezh-Unanet d'ar 16 a viz Gouhere 1924.

Lakaet e voe da dalvezout ar feur-emglev d'ar 6 a viz Eost 1924, pa voe kaset an holl baperioù ofisiel da Bariz.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kiladeg gant lu Bro-C'hres en Anatolia, goude skarzhet ar Sultan Otoman gant lu Turkia renet gant Mustafa Kemal Atatürk, gouarnamant Ankara al Luskad Broadel Turk a nac'he Feur-emglev Sèvres a oa bet sinet gant an Impalaeriezh Otoman.

Danvez feur-emglev Lausanne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eskemmoù poblañs goude Feur-emglev Lausanne.