Fernando II Portugal
Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha (1816-1885) zo ur priñs alaman hag a deuas da vout Roue Portugal evel Fernando II Portugal.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'ar priñs Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry (1781-1851), jeneral eus an Impalaeriezh Santel Roman ha dug Sachsen-Coburg-Gotha, ha d'ar briñsez slovak Antonia Kohary (1792-1862). Savet e voe e douaroù e dud, e Slovakia a hiriv, hag el lezioù aostrian hag alaman.
Niz e oa da Leopold Iañ, Roue Belgia, ha kenderv kompez d'an hini a deuio da vezañ ar rouanez Victoria.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1836 e timezas da Maria II Portugal, intañvezet goude kleñved he c'hentañ pried, Auguste de Leuchtenberg. Roue kenseurt Portugal e voe, jure uxoris hervez al lezenn bortugalat, goude ganet e vab henañ, eus 1837 betek 1853. Anavezet eo evel ar roue arzour.
Mervel a reas e bried Maria er gwentloù e 1853. Roue rejant e voe betek ken na voe e vab Pedro en oad da gemer ar gurunenn. Klask a reas Bro-Saoz e lakaat da roue Gres, met nac'h groñs a reas, gwell gantañ chom e Portugal d'ober war dro an arzoù.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unnek bugel o devoe:
- Pedro (1837-1861), roue Portugal
- Luis, dug Oporto ha Viseu (1838-1889), a renas war-lerc'h e vreur henañ
- María, ganet marv e 1840.
- Juan, dug Beja (1842-1861).
- María Ana, (1843-1884), dimezet da Georg Iañ von Sachsen.
- Antonia María, (1845-1913), dimezet da Leopold von Hohenzollern-Sigmaringen.
- Fernando, (1846-1861)
- Augusto, dug Coimbra (1847-1889)
- Leopoldo, ganet marv e 1849.
- María de Gloria, ganet marv e 1851.
- Eugenio, ganet marv e 1853. mervel a reas e vamm er gwentloù.
Goude marv Maria II
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addimeziñ a reas Fernando II da Elisa Hensler, ur ganerez suis, ha ganti e vevas e palez ar Pena.