Ferenc Kölcsey
- En hungareg e reer gant Kölcsey Ferenc met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.
Ferenc Kölcsey (Sződemeter,8 a viz Eost 1790 – Szatmárcseke, 24 a viz Eost 1838= a oa ur barzh, ur skridvarnour, ur prezeger hag ur politiker hungariat anavezet evit bezañ harpet al luskad politikel frankizour en impalaeriezh an Tiegezh Habsburg.
Anavezet ez eo dreist-holl evel skrivagner pozioù kan broadel Hungaria, Himnusz ("Kan broadel""), skrivet er bloaz 1823 ha sonaozet gant Ferenc Erkel e 1844.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ferenc Kölcsey zo bet ganet e Sződemeter (Săuca e Roumania hiziv). Emzivad e voe pa oa yaouank-flamm, ampechet e oa gant ul lagad dall dre vezañ tapet kleñved ar vrec'h.
Da 15 vloaz e kejas ouzh ar skrivagner hungariat Ferenc Kazinczy, ha setu-eñ o vont eveltañ etrezek implij ur skrivañ adreizhet eus an hungareg, o krouiñ gerioù nevez hag oc'h adimplij lod all disoñjet evit ma chomfe bev-buhezek an hungareg war holl dachennoù ar vuhez.
Er bloaz 1809 edo Ferenc Kölcsey o vevañ e Pest diwar e labour noter er C'huzul roueel. Ne oa ket laouen gant e garg, neuze ec'h eas da Szatmár, ma implijas holl e amzer o studiañ ar genedoniezh, ar varzhoniezh, ar skridvarn hag o tifenn damkan F. Kazinczy.