Mont d’an endalc’had

Ferenc Erkel

Eus Wikipedia
En hungareg e reer gant Erkel Ferenc met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.

Ferenc Erkel ar sonaozour

Ferenc Erkel (Hungarek: Erkel Ferenc distagadur Hungarek: [ˈfɛrɛnts ˈɛrkɛl], Alamaneg: Franz Erkel). Ganet d'ar 7 a viz Du 1810 e kêr Gyula hag aet da anaon d'ar 15 a viz Even 1893 e Budapest) a oa ur sonaozour, blenier laz-seniñ ha c'hoarier piano hungariat.

Bet eo bet tad ar c'hoarigan hungariat, skrivet en deus kalz tammoù sonerezh gant temoù istorel hag a vez c'hoariet c'hoazh hiziv-an-deiz en Hungaria. Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ krouer ar c'han broadel hungariat Himnusz[1] hag a zo deuet da vezañ kan broadel ofisiel Hungaria er bloavezh 1844.

Buhez Ferenc Erkel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ferenc Erkel a zo bet ganet e kêr Gyula en ur familh souabed an Danub. Mab Joseph Erkel ez eo, ur soner. E vamm Klára Ruttkay a oa hungariat. Libretti e teir c'hentañ oberenn doare opera a vo skrivet gant Béni Egressy. Ouzhpenn d'e oberennoù doare opera hag a ro e vrud dezhañ, Ferenc Erkel en deus bet skrivet tammoù sonerezh piano ha kanennoù met ivez un digoradur meur d'ur gouel-lid.

Gant an tamm sonerezh Rákóczi March gant Ferenc Erkel e vezo levezonet Hector Berlioz, bet e vezo implijet gant Berlioz en e benn oberenn Daonedigezh Faust.

En em gavout a raio e penn laz-seniñ heson Budapest (krouet e 1853). Bet eo bet ivez rener ha kelenner piano en akademiezh hungariat ar sonerezh adal 1886[2]. En em gavout a raio enoret evit mont etrezek ren Ti opera Stad hungaria e Budapest krouet er bloavezh 1884.

Er bloavezh 1839 e timezh Ferenc Erkel gant Adél Adlers. 4 d'eus e vibien o deus bet kemeret perzh evit echuiñ e oberennoù opera ziwezhañ: Gyula (4 a viz gouhere 1842 e Pest - 22 a viz meurzh 1909 e Újpest), Elek (2 a viz du 1843 e Pest - 10 a viz even 1893 e Budapest), László (9 a viz ebrel 1844 e Pest – 3 a viz kerzu 1896 e Pozsony / Bratislava) ha Sándor (2 a viz genver 1846 e Pest – 14 a viz here 1900 e Békéscsaba).

Ferec Erkel ha krouadenn Himnusz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo anavezet hiziv-an-deiz dreist-holl evit bezañ bet krouer kan broadel Hungaria, Himnusz, adal barzhoneg Ferenc Kölcsey (1790-1838).

Savet eo bet ar pozioù gant Ferenc Kölcsey e 1823 o vont gant un azeuliñ da Zoue ha d'an Hungariz. D'an 29 a viz c'hwevrer 1844 e vez roet lañs d'ur genstrivadeg evit lakaat sonerezh war an destenn gant Endre Bartay rener C'hoariva Broadel Hungaria.

D'ar 15 a viz even 1844 ez a ar maout gant Ferenc Erkel.

Ar wech kentañ ma vezo kavet an tu da glevet Himnusz a vezo e Opera Broadel Budapest, ret e vezo da c'hortoz ar bloavezh 1903 evit ma vefe kan broadel ofisiel Hungaria.

Tro-dro da Ferec Erkel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Anavezet mat e oa dindan ur stumm etrebroadel evit bezañ ur c'hoarier echedoù ampart[3]. Krouet en deus bet ar Pesti Sakk-kör, klub ar c'hoari echedoù e Budapest.
  • Er bloavezh 1953 ul lod eus Ti Opera Stad Hungaria e Budapest (krouet er bloavezh 1911) a vezo anvet Erkel Színház pe c'hoariva Erkel.
  • Bet eo bet enoret Ferenc Erkel dindan stumm pezhioù moneizh aour ha arc'hant gant Bank Broadel Hungaria evit lidañ 200 vet deiz-ha-bloaz e ganedigezh. Ouzhpenn da se Ti-post broadel Hungaria pe Magyar Posta a embannas timbroù ha kartennoù d'e enoriñ[4].
Pezhioù moneizh skeudennet gant Ferenc Erkel

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. [1], Testennoù Himnusz lec'hienn Levraoueg broadel bro c'hall.
  2. [2], Ferenc Erkel war lec'hienn Radiosvizzeraclassica.
  3. [3], Ferenc Erkel war al lec'hienn Saozneg Thechessgames.com.
  4. [4], Lec'hienn ofisiel Ti-post broadel Hungaria pe Magyar Posta.