Endre Bartay

Eus Wikipedia
  • En hungareg e reer gant Bartay Endre met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.

Endre Bartay e 1841

Endre Bartay pe András Bartay a zo ganet e Széplak (Treuzsilvania) d'ar 4 a viz gouere 1799 aet eo da anaon d'ar 4 a viz here 1854 e Mainz en Alamagn. Ur sonaozour operaioù, un rener laz-seniñ hag ur c'helenner sonerezh e oa eñ[1].

Bet eo bet krouer ur skol sonerezh, ar Pestvárosi Énekiskola pe Skol kêriek Pest hag e c'hentañ rener.

Ur mab en deus bet Ede Bartay (1825-1901) hag a vezo soner ha kelenner sonerezh evel e dad.

Endre Bartay Hag Himnusz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrid orin sonerezh Himnusz sinet gant Ferenc Erkel

Pa oa rener an Nemzeti Színház pe C'hoariva broadel Hungaria (1843-1845) Endre Bartay a vezo karget gant lakaat sonerezh war ar barzhoneg Szózat e 1843, choaz a raio ar stumm sevenet gant Béni Egressy er bloavezh 1840.

Bloaz war lerc'h e 1844 e vezo memes mod evit ar barzhoneg a teuio da vezañ kan broadel Hungaria Himnusz, ur genstrivadeg a vezo. Savet eo bet ar pozioù gant Ferenc Kölcsey e 1823 hag ar sonerezh gant ar sonaozour romantel Ferenc Erkel dibabet e son e 1844.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1]Endre Bartay war lec'hienn ar BNF.