Mont d’an endalc’had

Feodora zu Leiningen

Eus Wikipedia
Feodora Leiningen
Viktoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld, mamm Feodora ha Victoria.

Feodora zu Leiningen (en alamaneg), pe Feodora Leiningen (1807–1873) a oa ur briñsez alaman, eus priñselezh Leiningen, hag a oa hanterc'hoar henañ ar rouanez saoz Victoria.

Ganet e oa d'ar 7 a viz Kerzu 1807 en Amorbach, en Alamagn. Merc'h e oa da Emich Carl zu Leiningen (1763-1814) ha d'e eil pried ar briñsez Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld (1786-1861), 23 bloaz yaouankoc'h egetañ. Bevañ a reas en Amorbach, gant he zud hag he breur henañ, ar priñs Charles de Leiningen (1804-1856).
En 1814, pa oa 7 vloaz, e varvas he zad. Addimeziñ a reas he mamm e 1818, ha hi 32 vloaz, gant un dug saoz, Edward Augustus Kent ha Strathearn e anv. Pa voe ganet he hanterc'hoar Victoria, a vo rouanez Bro-Saoz en 1819, e teuas Feodora hag he zud da chom da Vro-Saoz, en ur genkiz e Sidmouth. Goude marv he leztad en 1820 ez eas an tiegezh da chom da Balez Kensington.

D'an 18 a viz Genver 1828 e timezas Feodora, e Palez Kensington, d'ar priñs Ernest Iañ a Hohenlohe-Langenburg (1794-1860), mab henañ ar priñs Charles-Louis III a Hohenlohe-Langenburg (1764-1825) ha d'ar gontez Amélie a Solms-Baruth]].
Mont a eure Feodora da chom da Langenburg, nepell diouzh Stuttgart, ma en doa he fried domanioù bras. Daoust da se e kenskrive gant he ziegezh ha dreist-holl gant he lezc'hoar Victoria.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h bugel he doe.

Mervel a reas-hi d'an 23 a viz Gwengolo 1872, goude un hir a gleñved, e Baden-Baden ma voe beziet.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.