Mont d’an endalc’had

Faustina Bordoni

Eus Wikipedia
Faustina Bordoni, poltredet gant Bartolomeo Nazari

Faustina Bordoni (1697-1781), lesanvet "Faustina" hepmui, a oa ur ganerez ha mezzosoprano italian, hag unan eus brudetañ mouezhioù hec'h amzer.

Ganet e oa e Venezia, ha savet e voe dindan gwarez daou vreur sonaozourien, Alessandro ha Benedetto Marcello. Studiañ ar c'han a reas gant ur sonaozour all, Michelangelo Gasparini.

Deroù he micher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a vloavezh e voe e servij an Dilenner Palatin, ha kregiñ a reas da ganañ e c'hoariganoù e Venezia e 1716, en Ariodante, savet gant Carlo Francesco Pollarolo, ha betek 1725 e c'hoariganoù gant Tomaso Albinoni, ar vreudeur Gasparini, Giacomelli, Leo, Orlandini, an daou bPollarolo, tad ha mab, ha Leonardo Vinci, e-touez un toullad re all. E 1718 ha 1719 e Venezia e kanas a-gevret gant Francesca Cuzzoni, a oa da vezañ he brasañ kevezerez.

Meur a wech ez eas da ganañ da Reggio nell'Emilia, Naplez, Parma, ur wech da vihanañ da gêrioù Milano, Modena, Firenze. Kentañ ma kanas en Alamagn a voe e 1723, e München, e Griselda Torri. Er bloavezhioù 1720 e rae berzh ken na rae en hanternoz d'an Alpoù, evel e Vienna e 172526.

Kentañ ma kanas e Londrez a voe evel Rossane, en Alessandro, gant Handel, e mae 1726, war un dro gant Senesino ha Cuzzoni. Peder gwech all e kanas e nevezintioù Georg Friedrich Händel : Alceste en Admeto ha Pulcheria en Riccardo Primo (e 1727), hag Emira e Siroe hag Elisa en Tolomeo, e 1728. Kanañ a reas en un adc'hoariadenn eus Radamisto, hag e c'hoariganoù savet gant Ariosti ha Giovanni Bononcini. D'ar 6 a viz Mezheven 1727, e voe cholori bras er c'hoariva King’s Theatre, e Haymarket, dirak ar briñsez Caroline, priñsez Kembre. O c'hoari Astianatte e oad pa gorogas reuz etre he heulierien ha re Cuzzoni, ken na voe kann, a-hervez, etre an div vaouez war al leurenn.

Hervez enklaskoù nevez zo eo bet lakaet anat eo harperien ar c'hanerezed a oa en em zalc'het fall, ha n'eo ket ar c'hanerezed o-unan, o devoa labouret a-gevret a-raok en Italia, hag a zalc'has d'ober evit ar Royal Academy betek ar c'houlz ma rankas ar renerien serriñ an ti en 1728, en abeg d'ar bern dle.

Faustina Bordoni, poltredet gant Rosalba Carrera

Kontrol da Guzzoni, ne zistroas ket Faustina da Vro-Saoz ken. Etre 1728 ha 1732, e kanas e kêrioù bras Italia, e Venezia dreist-holl. E 1730, e timezas d'ar sonaozour alaman Johann Adolf Hasse, ha bloaz goude e voen pedet da lez Sachsen, hini ar roue Augustus II, a oa e Dresden. Berzh a reas Faustina eno e c'hoarigan he fried, Cleofide. Hervez Pietro Metastasio e oant "ur c'houblad eus ar re blijusañ".

Hasse a chomas tregont vloaz e lez Sachsen, hag e bried a ganas da vihanañ pemzek eus e c'hoariganoù savet etre Caio Fabricio e 1734 ha Ciro riconosciuto e 1751.