Familh Pont-Gwenn
Neuz
Ar familh Pont-Gwenn a zo genidik eus Plouared, e Bro-Dreger.
Maner Pont-Gwenn (Pont-Blanc e galleg) zo 900 m er gwalarn da iliz Plouared, war hent Plouilio.
Goude Yann (deroù XVvet kantved), tremenet eo douar Pont-Gwenn tro-ha-tro etre famihoù Trogoff, Ploësquellec, Pont-n'Abad, Chastellier, Villeblanche, La Rivière-Saint-Quiouët.
-
Talbenn ar maner en aer vat
-
Talbenn en aer eneb
- Tud brudet ar familh
- Jafrez (Geoffroi), mestr ostel Charlez Bleaz, lazhet e-kerzh argadenn Lannuon gant ar Saozon d'ar 5 a viz Kerzu 1346.
- Gwion, floc'h en Emgann an Tregont, tu ar Vretoned gant Jean de Beaumanoir.
- Marie-Louise-Julie de la Rivière, itron Pont-Gwenn, dimezet gant markiz Lafayette, tad ar jeneral brudet.
-
Kroaz ha plakenn-eñvor el lec'h ma voe lazhet Jafrez Pont-Gwenn e Lannuon
-
Ar blakenn
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pol Potier de Courcy : Le combat de trente Bretons contre trente Anglais. Adembannadur Guénégaud. Paris. 1976
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990