Mont d’an endalc’had

Falls Curfew

Eus Wikipedia
Falls Curfew
Keulfe
Rann eusThe Troubles Kemmañ
Lec'hBéal Feirste Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°35′50″N 5°56′55″W Kemmañ
Deiziad5 Gou 1970 Kemmañ
Map

Falls Curfew, anvet ivez Battle of the Falls (pe Lower Falls), a oa bet un oberiadur-brezel gant al Lu Saoz etre an 3 ha 5 a viz Gouhere 1970 e distrikt Falls e Belfast, Norzhiwerzhon. An oberiadur a oa kroget pa oa klasket armoù en distrikt staunchly unan rummad labourerien ha broadelour iwerzhonat. Pa oa bet echuet ar c'hlask, ltud yaouank eus al lec'h a oa bet o tagañ soudarded saoz gant mein ha bombezennoù-tan hag ar soudarded o devoa respontet gant gazoù. Buan e oa bet an traoù o vont fallaat gant tennoù armoù-tan etre soudarded saoz hag izili an Irish Republican Army (IRA). Goude peder eurvezh stourmadenn dibaouez, ar penn ofiser saoz en devoa lakaet kelc'hiañ al lec'h hag a oa savet gant 3000 ti. Rediet e oa bet an dud chom er gêr e-pad ur c'heulfe a oa padet 36 eurvezh diouzh-renk. Milieroù a soudarded saoz a oa deuet etrezel ar c'heulfe ha kroget da glask a di da di ma oa armoù, hag a-wechoù e oa tennet warno gant izili eus an IRA hag emsavidi. An enklaskoù a oa bet reoù gant distrujoù bras, ha kalz gazoù a oa bet tennet war al lec'h. Kalzig annezidi a oa bet hagaset gant ar soudarded. D'ar 5 a viz Gouhere, ar c'heulfe a oa paouezet pa oa bet milieroù a vaouezed ha bugale eus Andersonstown o vale er zonenn difennet gant boued ha pourvezioù diazez all da reiñ d'an annezidi war blas.

E-kerzh an oberiadur, pevar trevour a oa bet lazhet gant al Lu Saoz, 78 a oa bet gloazet hag harzet 337. Triwec'h soudard a oa bet gloazet ivez. Kalz armoù ha munisionoù a oa bet kavet. Al lu Saoz en devoa anzavet goude an darvoudoù e oa bet ul lodenn eus ar soudarded o preizhañ madoù trevourien. Falls Curfew a oa bet gwelet ur c'hammdro e-kerzh an Troubles. Un toullad katoliked/ broadelourien iwerzhonat a oa troet enep d'al Lu Saoz ha kroget da reiñ harp d'an IRA.