Fafnir

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ur skeudenn hag a ziskouez Sigurd o lazhañ Fafnir; un izelvos koad diouzh plankenn dehoù dor ar stavkirke eus Hylestad, "Hylestad I" e vez lavaret anezhi, war-dro an 12vet kantved[1].

E mitologiezh Skandinavia eo Fáfnir (Norseg:  [ˈfɑːvnez̠]), pe Frænir, mab d'ar roue korr Hreidmar ha breur da Regin, Ótr, Lyngheiðr, ha Lofnheiðr. Goude bout bet drastet gant milligadenn gwalenn hag aour Andvari, Fafnir a zeuas da vout un aerouant hag e voe lazhet gant Sigurd.

Danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar Völsunga saga islandat (fin an 13vet kantved) e oa Fáfnir ur c'horr kreñv e gorf ha kadarn e ene. Diwall a rae ti e dad a oa paret gant aour o strinkellikat ha mein-sked. Eñ eo an hani kreñvañ ha tagusañ ag an tri breur[2].

Regin a gontas da Sigurd e oa Odin, Loki, ha Hœnir o veajiñ pa gejont gant Ótr, hag a gemeras stumm un dourgi un devezh-pad. Loki a lazhas an dourgi gant ur maen hag an tri Æsir en digroc'henas. An doueed a zegouezhas e domani Hreidmar e fin an devezh hag e tiskouezjont kroc'hen an dourgi. Hreidmar hag e zaou vreur a dapas an doueed d'o c'has d'ar c'harc'har e-keit ma oa dibabet Loki da zastum peadra da sevel an daspren evit o mestaol: golo diabarzh kroc'hen an dourgi gant aour hag e ziavaez gant aour ruz. Daet e oa a-benn en ur zastum aour milliget Andvari hag ar walenn anvet Andvaranaut. A-benn ar fin e oa bet lazhet Hreidmar gant Fafnir da virout an holl aour evitañ hepken. Tamm-ha-tamm e teuas da vout ur penn-vil ha krafek o kantren en natur gouez. Treiñ a reas d'un arouant da ziwall e deñzor. C'hwezhet e veze ampoezon gantañ en-dro dezhañ dalc'hmat. Den ebet ne c'halle tostaat outañ hag e aour da neuze, o lakaat ar spont e kalon an dud.

Mamennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Byock, Jesse L. (1990). Saga of the Volsungs: The Norse Epic of Sigurd the Dragon Slayer. Berkeley, Los Angeles, London : University of California Press. ISBN 0-520-23285-2. 
  • Thorpe, Benjamin (1907). The Elder Edda of Saemund Sigfusson. Norrœna Society. 
  • Fafnir. (2018). Britannica Online Academic Edition, Encyclopædia Britannica.
  • Unerman, Sandra. "Dragons in Twentieth Century Fiction"
  • Tolkien, J.R.R., Christopher, (2010). The Book of Lost Tales. London: Harper Collins
  • Amon Amarth - Fafner's gold (2019) Melodic death metal song from the album "Berserker"

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gunnar Nordanskog, Föreställd hedendom: tidigmedeltida skandinaviska kyrkportar i forskning och historia, 2006, p. 241. (ISBN 978-91-89116-85-6)
  2. Edgar Haimerl. Sigurd—ein Held des Mittelalters. Userpage.fu. Kavet : 2012-11-20.