Fable III
Fable III | |
---|---|
![]() | |
Diorroer | Lionhead Studios |
Endro | Lies-savenn |
Yezhoù | Lies-yezh |
Doare | C'hoari roll, c'hoari gwezh-avantur, c'hoari e-unan, liesc'hoarier |
Fable III zo ur c'hoari video doare RPG en ur bed digor, savet gant ar studio Lionhead Studios hag embannet gant Microsoft Game Studios war Xbox 360 ha Microsoft Windows. Fable III a zo trede lodenn an heuliad c'hoarioù video Fable. An istor a ro tro d'ar c'hoarier da vezañ an dudenn bennañ o stourm evit pilañ Roue Albion (breur an haroz) o sevel ur c'hengevread evit kaout harp er reveulzi. Goude un emsavadeg trec'hus, an haroz a vez lakaet da roue ha fiziet e vez dezhañ difennerezh rouantelezh Albion a-enep un euzhvil.
Er c'hoari e vez adkavet mouezhioù aktourien brudet evel Ben Kingsley (Sabine), Stephen Fry (Reaver), Simon Pegg (Ben Finn), Naomie Harris (Page), Michael Fassbender (Logan), Zoë Wanamaker (Theresa), Bernard Hill (Sir Walter Beck), Nicholas Hoult (Elliot), John Cleese (Jasper), Kellie Bright (Harozez Brightwall), ha Louis Tamone (Harroz Brightwall).
Embannet e oa bet ar c'hoari d'an 29 a viz Here 2010 war Xbox 360 ha d'an 20 aviz Mae 2011 war urzhiataer dre ar savennoù Games for Windows ha Steam. En doare sevenet evit an urzhiataer e adkaver ur stumm diaester ouzhpenn (Hardcore mode) ha nevezintioù 3-ment na voe ket embannet war an doare Xbox 360.