FP-45 Liberator
FP-45 Liberator | |
---|---|
Ur bistolenn FP-45 Liberator | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet |
Mont en-dro | Pistolenn un tenn |
Munisionoù | .45 ACP |
Produerien | Guide Lampe Corporation (perzh eus General Motors) |
Mare produiñ | Miz Even - Miz Eost 1942 |
Skouerennoù produet | War-dro 1.000.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,454 kg |
Hirder | 140 mm |
Hirder ar c'hanol | 102 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Un nebeud metradoù |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 336 m/s |
Endalc'h | Ur gartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An FP-45 Liberator a zo ur bistolenn un-tenn kambret e .45 ACP. Savet e oa bet e 1942 er Stadoù-Unanet evit bezañ harzlammet d'ar rouedadoù rezistañs en Europa.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1942 e urzhias an OSS, servijoù kuzh ar Stadoù-Unanet, un arm-dorn marc'hadmat ha simpl da broduiñ evit pourvezañ rezistanted Europa hag ar boblañs dre-vras gant un niver uhel-kenañ a armoù-dorn[1]. Pal an Amerikaned e oa c'hoari war spered ar soudarded alaman o lakaat anezho da grediñ e c'halle bezañ armet pep hini eus annezidi ar broioù aloubet. Anvet e voe pimpatromoù ar bistolenn FP, da lavaret eo Flare projector pe Flare pistol, da lavaret eo "Bannerez fuzeennoù-gouloù", evit kuzhat palioù gwir ar raktres[2]. Savet e voe un arm un-tenn, bihan, kambret er c'halibr .45 ACP, a oa memestra galloudus a-walc'h evit lazhañ un den ha klask tapout e arm digantañ war-lerc'h da skouer. Ur wech tennet ar boled e ranke an douilhez bezañ skarzhet a-drugarez d'ur vazhig-koad. Pemp kartouchenn a c'halle bezañ renket en dornikell[1].War-dro 10 segondenn a ranked kaout da adkargañ anezhi.
An FP-45 a veze harzlammet en ur voestadig kartoñs, enni ar bistolenn, ar vazhig-koad da skarzhañ an douilhez, munisionoù hag ur follenn warni tresadennoù da zisplegañ pazennoù implij an arm. Daoust d'an niver uhel produet (ouzhpenn ur milion etre miz Even ha miz Eost 1942), ne voe ket harzlammet kalz skouerennoù anezhi da rezistanted Europa. Eisenhower a zivizas paouez gant ar produiñ peogwir e implije danvez a oa ezhomm anezhañ evit sevel kirri-nij. Ar braz anezhe a voe distrujet e fin an Eil Brezel-bed[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 89
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) DURAND Rose, Resistance from Above: The Liberator Pistol, war lec'hienn ar Museum of Jewish Heritage, 14/09/2020 (lennet d'ar 17/07/2024)