Félix Rolland

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ganet eo bet Félix-Benoît Rolland d’ar 1añ a viz Gouere 1825 e Kastell-Nevez-ar-Faou, en un tiegezh a renk kentoc’h uhel hag a oa dija a-bouez er vuhez foran lec’hel. E dad a oa René-Joseph Rolland. E 1849 e timez gant Laurence Berthieu e Kemper. Mervel a ra e 1916 d’e 92 vloaz.


An embreger frouezhus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Em en lakaat a ra da zeskiñ ar vicher harnezer gant e dad, e Kastell-Nevez-ar-Faou, a-barzh mont d’ober e gompagnunaj e Frañs a-bezh. E 1849 e tigor e harnezerezh en e gêr c’henidik. Buan a-walc’h e kresk e afer a deu da vezañ un atelier mekanikoù modern evit labourat an douar. Adal ar bloavezhioù 1860 eo loreet meur a wech evit e vekanikoù nevez ijinet. War gresk ez a bepred e embregerezh a c’haller lâret e teu da vezañ ul labouradeg neuze : etre 200 ha 300 mekanik a vez fardet bep bloaz (ogedoù, eler, troc’herezioù-gwrizioù...) ha bodet e vez enni mekanikerien arbennikaet war an dachenn-mañ-tachenn (juntrerien, alc’hwezerien, turnierien, goved). E 1863 eo aotreet da sevel ur mekanik-dre-dan evit diorren ha liesaat ar produiñ. Da geñver Diskouezadegoù hollvedel Pariz 1855 ha 1867 eo loreet ivez evit e broduioù. An uzin a zo en he barr etre 1880 ha 1900. Ouzhpenn ar mekanikoù a broduer enni evit al labour-douar e vez fardet ardinvinkoù evit mengleuzioù ar c’humunioù tro-war-dro. E 1903 eo feurmet ar stal d’un den all hag ez a war zigresk tamm-ha-tamm betek ar Brezel Bras. Goude e teuio da vezañ ur c’harrdi, ha tra ken.


Ar politiker republikan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oc’h ober e droiad-kompagnunaj e vije bet e Pariz da vare Dispac’h 1848, hag ar pezh en dije gwelet eno neuze en dije skoet anezhañ da viken. E 1852 e teu da vezañ kuzulier-kêr e plas e vreur dilezet e garg gantañ. Anvet eo kentañ eil-maer e 1869, dindan ren Napoleon III eta, hag anvet maer e 1871 pa z’eo adstaliet ar Republik. Tennet eo e garg digantañ e 1874 dindan prezidantelezh Mac Mahon, da geñver an digargadeg hollek aozet a-enep d’an dilennidi ha kargidi kavet re republikan o menoioù. Adkavout a ra e bost da heul dilennadegoù 1876, met digarget eo adarre bloaz war-lerc’h gant Broglie. Adlakaet eo en e garg un tammig diwezatoc’h hag e chom, a-benn neuze, e penn an ti-kêr betek 1888. En holl eo bet kuzulier-kêr e-pad 40 vloaz ha maer e-pad 15 vloaz. Eus 1865 da 1870 eo bet letanant ar bomperien ivez hag e penn kef-kenskoazell ar re-mañ.


Ar stummer araokour pe ar "c’hapitalour-tadelour"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War e atiz, hag eñ maer d’ar mare-se, eo digoret ur atelier evit stummañ mekaninerien e Kastell-Nevez-ar-Faou e 1883. Stag ouzh skol bublik ar baotred ez a en-dro gant yalc’hadoù foran. Daoust da-se e tiviz Félix Rolland sevel ar batis diwar e goust dezhañ e-unan, a-eeun gant e labouradeg. E-mod-se e c’hell ar skolidi kaout kentelioù fetis, kuit da vont re bell. Mont a ra ar skol vicherel-se en-dro betek dibenn 1891, ar bloaz ma paouez ar Stad d’he arc’hantaouiñ. Hini Karaez ne oa ket padet ouzhpenn bloaz.

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Christiane GRALL ha Louis GRALL, Félix-Benoît-Rolland, 1825-1916, kannadig-kêr, Hañv 2005, p. 14-18.