Ezañs India
Ezañs India pe ezañs indian anvet अगरबत्ती (agarbattī) e hindeg (hag e yezhoù indezek all) a ro dave da veur a doare ezañs produet en India abaoe meur a gantved. Disheñvel eo meur a doare ezañs produet en India diouzh doreoù all produet dre ar bed.
Renkadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renket e c'hell bezañ ezañs India e daou rummad pennañ: ezañs garet gant glaou-koad, ennañ danvezioù dourennek; ha masala, graet gant danvezioù peursec'h nemetken. Meur a doare ezañs masala ez eus ivez:
Masalaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Talvezout a ra ar ger hindek मसाला (masālā), implijet e yezhoù indezek all ivez, kement ha "meskaj spisoù" hag implijet e vez alies evit komz eus ar meskajoù spisoù implijet evit keginañ.
Graet e vez seurt ezañs dre meskañ frondoù solut ha sec'h pe damsec'h betek tizhout un doare toaz ha neuze o ruilhañ war ur vazhig voan graet gant bambou. Peurliesañ ne vez implijet nebeut-tre pe tamm danvez dourennek ebet ha neuze e padont pelloc'h dre ma n'a ket kuit ar c'hwezh dre an aer ken buan all.
- Dourbaroù
Graet gant danvezioù dianav er C'hornôg alies a-walc'h, gante ur frond dous ha spisek. Teviñ a reont goustadikoc'h evit doareoù all dre vras. Ouzhpennet e vez da danvezioù sec'h an doare ezañs-mañ un tamm danvez dourennek ha danvezioù all evit ma ne sec'fent ket ha gwak eo an tammig ar bizhier ezañs pa doucher anezhe.
- Champaoù
Un isdoare dourbar eo ar champaoù gant gant un danvez naturel kavet en India anvet "halmaddi", ur rousin gris damdourennek produet gant ar gwez ''Ailanthus Malabarica'', gantañ ur frond dous heñvel ouzh hini bleuñv ar gwez frangipani hag abalamour da se e vez graet "champa" (hindeg: चम्पा) ouzh an doare ezañs-mañ dre m'eo hennezh anv ar frangipani en India. Hidroskopek eo ar rousin halmaddi, da lâret eo e euvret gantañ dour digant an aer ha neuze e c'hell bezañ damc'hleb seurt ezañs pa doucher anezhañ. Brudet-meur eo an ezañs Nag Champa.
- Dhoupoù
Un isdoare masala all eo an dhoupoù (hindeg: धूप), graet gant toaz ezañs hepmuiken hep tamm bazh bamboo ebet. Kreñv-kenañ e c'hell bezañ frond meur a ezañs doare dhoup ha kalz a voged a deu diwarne. Brudet-tre eo ar Chandan Dhoop, ennañ kalz a goas santal.
Ezañs glaou-koad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soubet e vez bizhier graet glaou-koad ha danvezioù all evit gallout o stummañ e meskajoù enne c'hwezh-vat ha/pe eouloù frondus naturel. Du eo an darn vrasañ eus an ezañs produet evel-hen.
Produerion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a labouradeg ezañs ez eus en India, lec'hiet an darn vrasañ anezhe e Bengalourou e Karnataka. Setu ur roll eus ar broduerion bennañ ma vez kavet an ezañsoù produet gante er-maez eus India:
- Nandita Fragrances
- Parimal Mandir
- Amber Aromatics
- B.V Aswathiah & Bros./Nandi
- Hem
- NK Bharatharaj Setty & Sons/Kala Perfumery Works
- Padmini
- Puspa Perfumery
- Sarathi International/Tulasi
- Shrinivas Sugandhalaya
- Shroff Channabasappa & Sons
- Vinason