Mont d’an endalc’had

Evn-tan

Eus Wikipedia
An Evn-tan, skeudennet gant Ivan Bilibin en un dastumad e 1899.

An evn-tan (eus ar ruseg : жар-птица, jar-ptitsa, da lavarout eo « evn gwrez », eus жар, gwrez) zo ul labous eus mojennoù ar broioù slavek (Rusia, Polonia, Ukraina...). Brudet eo bet dre ar bed gant embannadur ar c'hontadennoù dastumet gant Aleksandr Afanasyev da gentañ, ha goude gant barrez Serge Diaghilev hag Igor Stravinski.


Ar priñs Ivan-tsarevitch war un tapis-nij goude tapet an evn-tan gantañ (Viktor Vasnetsov).

Ul labous bras gant pluñv lugernus ha burzhudus eo. Tennañ a ra d'ar Feniks.

Un anv benel eo ar ger rusek птица (ptitsa), ha gwelet eo evel un evnez gant ar Rused, ken e c'hallfed lavarout « Evnez-tan » kenkoulz all.

Kontadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sede ar c'hontadennoù e levr Afanassiev ma weler anv eus an Evn-tan:

  • An Evn-Tan hag Ivan-tsarevitch (Сказка об Иване-царевиче, жар-птице и о сером волке), niverennoù 102 / 168 ;
  • Vasilisa hag an Evn-Tan (Жар-птица и Василиса-царевна), niverennoù 103a / 169 et 103b / 170.
  • Laezh loen-gouez (Звериное молоко, niverenn 118a / 202).