Mont d’an endalc’had

Evid eur Speredelez breizad ha keltieg

Eus Wikipedia

Evid eur Speredelez breizad ha keltieg kristen zo ur levr divyezhek skrivet gant Job an Irien hag embannet gant ti embann Minihi Levenez e 1993.

Ennañ e kaver pennadoù diwar-benn gwrizioù keltiek ar feiz kristen, skouer ar venec'h ha sent vrezhon hag iwerzhonat eus ar Vvet ha VIvet kantved, speredelezh Iwerzhon, ur sell all war an natur, ar veuleudi, ar ster roet d’ar vuhez ha d’ar marv, hag ar garantez ouzh ar Werc'hez Vari ha Santez Anna.

E skolveurieg eo skrivet, evel holl embannadurioù Minihi Levenez[1].

  1. Job an Irien, Evid eur Speredelez breizad ha keltieg kristen. Jalons pour une spiritualité bretonne et celtique chrétienne, Minihi Levenez, niv. 21-22, Gwengolo 1993, 193 p ; eil moulladur Mae 1997, 193 p.