Mont d’an endalc’had

Everybody's Talkin'

Eus Wikipedia

Everybody's Talkin' (Emañ an holl 'kaozeal) a zo ur ganaouenn saoznek mod folk rock savet gant ar c'haner-sonaozer stadunanat Fred Neil (1936-2001).

2:45 he fad ez eo seizhvet kanaouenn eus Fred Neil, eil albom ar c'haner folk deuet e-maez e miz Kerzu 1966, war-lerc'h Faretheewell (Fred's Tune) hag a-raok Everything Happens.

Enrollet e voe ivez gant Harry Nilsson he lakaas da seizhvet kanaouenn e drivet albom Aerial Ballet, just war-lec'h Together hag a-raok I Said Goodbye to Me, embannet e miz Du 1968.

Dibabet e voe gant ar filmaozer saoz John Schlesinger (1926-2003), o tont da vezañ tem sonerezh pennañ e bennoberenn Midnight Cowboy (miz Mae 1969, gant Dustin Hoffman ha Jon Voight peurgetket). Digevreañ ar film diouzh ar ganaouenn a zo diaes-meurbet hiziv an deiz hag, hep mar, e-touez anavezetañ klotadoù gitar emañ kentañ reoù Everybody's Talkin' koulz hag ar gerioù d'o heul :

Everybody's talking at me
I don't hear a word they're saying
Only the echoes of my mind
[...]

E 1994 e voe adkemeret gant ur filmaozer all — Robert Zemeckis — ha lakaet e-touez an toullad kanaouennoù a vez klevet a-hed Forrest Gump.

Selaou Everybody's Talkin' ha lenn ar gerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan anv Comme un étranger dans la ville e voe kanet e galleg gant Gilles Marchal e 1971.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]