Midnight Cowboy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Midnight Cowboy zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour saoz John Schlesinger e 1968.

Pa zeuas ar film er-maez e voe renket er rummad X en abeg d'e zarvoudoù erotek. Berzet e voe d'ar yaouankizoù dindan seitek vloaz e 1971.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Joe Buck o chom en ur gêr vihan eus Teksas ha n'en deus ket kavet gwelloc'h labour eget skaotañ listri lous ar c'hafedi lec'hel. Poazh-mat eo gant ar vuhez dister-mañ hag ober a ra ar paotr yaouank e vennozh sachañ e skasoù da glask kaout aesañ tonkadur e lec'h all : ha dao en hent betek New York 'ta ! Ar paotr a zo kaer e neuz ha kendrec'het-mat eo e paeo maouezed ar gêr vras evit ober gant e gorf cowboy. Eno e kej gant Ratso, ur c'hwiblaer a orin italian. Ur c'houblad souezhus, an eil hegredik hag egile ouzhpenn gwidreüs, e teuont da vezañ, mignoniezh o sevel kenetreze tamm-ha-tamm koulskoude. A-gevret e tiskennont gant diri an dienez. Tremen a ra Ratso etre divrec'h Joe er c'harr-boutin a gas anezhe war-du Florida...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]