Mont d’an endalc’had

Eva Griñán

Eus Wikipedia

Eva Griñán pe Eva de la Caridad Griñán González (Santiago de Cuba 1946-2013) a oa ur ganerez kuban.

Ganet e oa e karter Los Hoyos, e Santiago de Cuba. Studiañ a reas ar c'han en Escuela Nacional de Arte gant Ana Romanian Talmaciano (bet kanerez e C'hoarigandi Bucaresti), ha goude er Centro de Superación para el Arte y la Cultura. Entre 1967 hz 1983 e kanas el laz Orfeón Santiago, renet gant Electo Silva, ha gounit a reas meur a briz, enrollañ albomoù, ha kanañ en holl lec'hioù meur en enez Kuba. Eva a gane gant ar pevarad "Proposicion" a gleved e "Casa de la Trova" hag a genlabouras gant Omara Portuondo hag Elena Burke.

Mont a reas ivez da ganañ d'an Unvaniezh Soviedel, da Hungaria, Polonia, Bulgaria, ha da inizi Barbados, Granada ha Curaçao.

Nebeud a-raok mervel e kemeras perzh gant 75 arzour kuban en enrolladenn ar ganaouenn "Guantanamera", gant ar strollad Playing for Change.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]