Mont d’an endalc’had

Euskal Herria

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Euskarad)
Euskal Herria

Banniel Skoed



Rannvroioù Euskal Herria
Kêr-benn istorel Iruñea
Kêr vrasañ Bilbo

Yezhoù Euskareg
Galleg (en Norzh)
Spagnoleg (er Su)
Gouarnamant
• Su : Banniel Spagn Spagn • Norzh : Bro-C'hall Bro-C'hall
Prezidanted
Euskal Herria :
Nafarroa Garaia :
EHE :
Iñigo Urkullu
Uxue Barkos
Jean-René Etxegarai
Douaroniezh
Gorread 20 947 km²
Poblañs 3 127 994 (2016)
Domani Internet .eus

Euskal Herria e yezh ar vro, Bro-Vask e brezhoneg, a-wechoù Euskadi dre fazi, eo anv ar vro ma komzer euskareg ; seizh proviñs istorel zo ouzh hec'h ober.
Tri hollad melestradurel zo, daou e Spagn hag unan e Frañs.

Hogos dic'hallus eo treiñ Euskal Herria en ur yezh all, abalamour da ledander skalfad sterioù ar ger herri : "bro", "broad", "tiriad", "poblad", "poblañs", "kêr", "keriadenn", "annez".
Koulskoude, dre ma talvez euskal kement hag "euskarek" e c'hellfed treiñ Euskal Herria de « ar vro ma komzer euskareg », ar pezh a zo seul wiroc'h ma n'eus yezh kar ebet d'an euskareg er bed a-bezh.

Koshañ daveoù skrivet a gaver eo un dornskrid digant ar skrivagner euskarat Joan Perez de Lazarraga (15481608) e 15641567 ma lenner eusquel erria, eusquel erriau, heuscal herrian (skeudenn amañ a-zehoù), hag e troidigezh ar Bibl gant ar beleg euskarat Joanes Leizarraga (15481608) e 1571[1].

Holladoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hego Euskal Herria / Hegoalde (Euskal Herria ar Su, e dalc'h Spagn)
Tri froviñs enni : (Araba, Bizkaia, Gipuzkoa).
  • Kumuniezh forel Nafarroa (Nafarroako Foru Erkidegoa, Navarra)
Ar proviñs nemetañ eo Nafarroa ivez.
Ipar Euskal Herria / Iparralde (Euskal Herria an Norzh, e dalc'h Frañs)
E kornôg departamant gall ar Pireneoù-Atlantel emañ.
Tri froviñs zo enni : Lapurdi, Nafarroa Beherea ha Zuberoa).

Euskareg a vez komzet en darn vrasañ eus an tiriadoù-se, koulz ha yezh ofisiel ar riez el lec'h m'emaint : kastilhaneg evit an daou hollad melestradurel kentañ, galleg evit an hini diwezhañ.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) El País 2 Here 2006 – Tizhet d'ar 15/03/2019

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.