Eunuchus

Eus Wikipedia

Eunuchus (Ar Spazh) zo ur gomedienn gant ar skrivagner latin Terentius ha kaoz ennañ eus dizemglev en un tiegezh. Savet eo ar pezh diwar daou bezh gresianek, skrivet gant Menandros, Eunuchus ha Colax. C'hoariet e voe e 161 kent J.K.

Meur a steuenn zo en oberenn. Unan anezho eo ar garantez etre ur paotr yaouank eus Aten, Phaedria, hag un hetaira estren anvet Tais. Evit diskouez e garantez e fell dezhañ prenañ ur sklavez hag ur spazh da vestrez e galon.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tais, a vo meneget hec'h anv adarre en Inferno an Divina Commedia, gant Dante Alligieri, er XIVvet kantved.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]