Etaerezh
Implijet e vez an termen etaerezh (saoz. etacism) evit ober dave d'ar fed ma vez erbedet distagañ [e] al lizherenn c'hresianek eta (Η, η) hervez an dud a sav a-du gant ar sistem distagañ erasmek evit ar henc'hresianeg kentoc'h evit he distagañ [i] hervez erbedennoù ar sistem krouet gant Reuhlin, anvet itaerezh.
Implijet e vez ivez an termen evit ober dave d'ar sistem distagañ en e bezh.
N'eus doare ebet da c'hoût da vat penaos e veze distaget yezhoù aet da get (dre gomz d'an nebeutañ) keit all 'zo met bez e c'heller klask hen gwiriekaat tamm-pe-damm dre geñveriañ an doare ma veze skrivet gerioù 'zo, dreist-holl fazioù reizhskrivañ hag all.
Distagadur al latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek ar XVIvet Kantved e veze techet an dud da zistagañ al latin hervez patromoù distagadur an italianeg ha distaget e veze ar henc'hresianeg hervez gizioù ar gresianeg a-vremañ, da lâret eo oc'h ober gant an etaerezh en un doare boas.
D'ar c'houlz-se avat e savas un muic'h-mui a dud (en o zouez Erasmus) a-enep d'ar boazioù distagañ-se oc'h arguzenniñ na glotae ket gant ar prouennoù da gavout dre dielfennañ ar skridoù kozh en un doare skiantel, dreist-joll pa dalc'her e kont ar skridoù a-raok ar IVe Kantved a-raok hon amzer evit a sell ouzh ar gresianeg hag ar re bet savet betek an IIde Kantved a-raok hon amzer e latin.
E gresianeg a-vremañ ne reer tamm diforc'h ebet etre an doare da distagañ al lizherenneoù eta (Η, η), iota (Ι, ι) hag upsilon (Υ, υ), hag ivez an divc'hrafennoù ΕΙ, ει hag ΟΙ, οι, distaget an holl anezhe [i], graet iotaerezh eus ar fed-mañ. Diouzh an tu all e vez distaget [ε] koulz al lizherenn epsilon (Ε, ε) hag an diftongenn ΑΙ, αι ha n'eus diforc'h hirder ebet etre ar vogalennoù (vogalennoù berr kv. vogalennoù hir). zeta (Ζ, ζ) a vez distaget [z] ha beta (Β, β) a vez distaget [v].
Arguzenniñ a reas ar re a difenne ar sistem diazezet war an etaerezh na glotae ket ar sistem kent diazezet war distagadur ar gresianeg a-vremañ gant dielfennadurioù pizh ar skridoù orin, da gentañ peogwir ne gave ket dezhe e oa poellek ma vije bet ijinet kemendall a doareoù disheñvel evit skrivañ un hevelep son ha da eil peogwir e vezent treuzskrivet en un doare disheñvel e latin. Ouzhpenn-se e c'heller kavout er skridoù fazioù reizhskrivañ pa implijer A (alpha) e lec'h H pe c'hoazh E e lec'h H, met raloc'h a bell e veze kavet E e lec'h H. Diwar-se e oa bet tu dezhe da sevel ur vartezeadenn nevez, da lâret eo e veze distaget H hanter-hent etre E hag A.
Diskwel a reas an dud hag a save a-du gant an etaerezh m'en em dalc'he er barzhonegoù al lizherenn zeta dres evel al lizherennoù psi (Ψ, ψ) ha khi (Χ, χ) ha diswelet e voe ivez ar fed ma veze skrivet sigma (Σ, σ)-delta (Δ, δ) e lec'h zeta er rannyezh aeolek. Diwar-se e kave dezhe e ranke zeta bezañ distaget [sd] pe [zd] kentoc'h evit [z].
Evit a sell ouzh al lizherenn beta e voe implijet ar ger-drevezañ kavet en ur pezh-c'hoari skrivet gant Aristofanes oc'h implijout al lizhrenn-se dre skrid evit ober diouzh son deñved o vlejal. Rankout a rae bezañ distaget [b] neuze.
Dont a ra an anv etaerezh diouzh ar fed ma soutened e veze distaget [ε] pe [e] al lizherenn H (eta) kentoc'h evit [i]. Ouzhpenn-se e veze soutenet gant ar sistem-mañ an distagadur [y] (dres e vel <u> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg). Evit a sell ouzh an divc'hrafennoù EI, AI hag OI e oant da vezañ distaget [ej], [aj] hag [oj].
Evit ar pezh a sell ouzh hirder ar vogalennoù e veze lakaet da verr atav omikron (Ο, ο) hag espilon (Ε,ε), keit ha ma vefe da vezañ distaget hir atav ken al lizherennoù eta (Η, η) hag omega (Ω, ω) evit an holl diftongennoù. Berr pe hir e c'hellfe bezañ ar peurrest eus ar vogalennoù hervez pep degouezh.
Adwelet e oa bet gante ivez distagañ al latin evit e reizhañ hervez dielfennadur ar skridoù. Kinniget e vez neuze e ranfe bezañ distaget [aj] hag [oj] an diftongennoù AE hag OE. Al lizherenn C a oa da vezañ distaget [k] atav, estreget an divc'hrafenn CH da vezañ distaget [χ] atav (evel e brezhoneg <c'h>), G a oa da vezañ distaget [g] atav, V a oa da vezañ distaget [w] ha J (kavet el latin impljet ar Grenn-Amzer nemetken) a oa da vezañ distaget [j] (pe evel <y> e brezhoneg).
Er penn-kentañ e savas an darn vrasañ eus savadurioù akademek [[europa] a-enep da implij an etaerezh hag en Oxford, da skouer, e oa trawalc'h d'ar gelenenrion ha d'ar studierion implijout ar sistem nevez-se evit bezañ skarzhet diouzh ar Skol-Veur betek an XIXvet kantved c'hoazh.
Tamm-ha-tamm avat e krogas ar sistem nevez da vezañ trec'h betek dont da vezañ ar sistem muiañ-implijet evit distagañ ar henc'hresianeg, er-maez eus Gres ma kendalc'her da distagañ ar yezh klasel hevez boazioù ar yezh vodern.
Bremañ e vez implijet ar sistem-mañ gant hogozik an holl skolioù ha skolioù-meur.
Evit an Iliz Katolik avat e vez gwelet fall-tre ha kenderc'hel a ra d'ober gant ar sistem kent.