Kaozeal:Etaerezh
Neuz
Erasmusek evel homerosek, pe erasmek evel homerek? Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 11:06 (UTC)
- evel netra c'hoazh - war ar stern emañ ar pennad. Degemeret mat e vo da ginnigoù evel re ar re all evel-just.Neal (Kaozeal) 3 Meu 2007 da 11:29 (UTC)
- Kinnig ebet ne rin, da bep hini an danvez a gar steuiñ. Ha ne vo ket ret lammat ma laran n'eo ket se "my cup of tea".
- Div evezhiadennig koulskoude (a-raok mont dalec'h all), ha liamm ebet etreze: a) sur on e kavi plijusoc'h echuiñ al labour hep den ebet war da choug e-kreiz pep frazenn; b) pennadoù zo a zo renet adalek ar wiki gallek? (resisaat a c'hallan ober diouzh ezhomm).Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 12:37 (UTC)
- ne ran forzh pa vez tud "war ma chouk" pe get. plijet bras m'eo bet reizhet ar fazioù yezh war ma lerc'h (hag ur pikol labour an hini eo hennezh). ne gomprenan ket an eil goulenn - peurliesañ e labouran pe gant danvez tennet diwar ar wikipedia e galleg, ral a wezh ivez am eus bet tro da implijout an hini e gresianeg pe c'hoazh an hini e galizaeg hag e katalaneg. A-wezhoù ivez e savan pennadoù war-eeun ma fenn ma-unanig. Tro ebet 'm eus bet avat c'hoazh d'ober gant ar wikipedia e galleg.
--Neal (Kaozeal) 3 Meu 2007 da 19:15 (UTC)
- bet on o prederiata. rezon 'teus evel-just. great e vo (hag eo bet) gant ar erasmek. Trugarez evit da evezhiadenn.