Estadio de los Pocitos
Estadio de los Pocitos zo ur sportva bet savet e Pocitos, unan eus karterioù Montevideo, en Uruguay.
Digoret e voe ez-ofisiel gant ar c'hrogad a vignoniezh Peñarol Montevideo-River Plate Buenos Aires (1-1), bet dalc'het d'ar 6 a viz Du 1921. Kendelc'her a reas Peñarol d'ober gantañ betek 1933 a-raok mont da c'hoari en Estadio Centenario da vat.
Lec'hiet e oa e korn ar straedoù Charrúa ha Coronel Alegre met n'eus ket mui anezhañ abaoe 1940.
Bez' e voe e-touez an tri sportva — Estadio Centenario hag Estadio Gran Parque Central an daou all — ma oa bet dalc'het krogadoù ar genstrivadeg enne.
Daou grogad a voe c'hoariet en Estadio de los Pocitos :
Deiziad | Poullad | Krogad | Merk |
13 a viz Gouere 1930 | A | Bro-C'hall - Mec'hiko | 4-1 |
14 a viz Gouere 1930 | C | Roumania - Perou | 3-1 |
Er sportva-mañ an hini eo e voe merket kentañ pal kentañ Kib vell-droad ar bed gant ar melldroader gall Lucien Laurent.