Mont d’an endalc’had

Eskopti Bùi Chu

Eus Wikipedia

Ur bastell-vro eus an Iliz katolik eo eskopti Bừi Chu (Doecesis Buichensis) e Viêt Nam, rann eus arc'heskopti Hanoi. An aotrou Joseph Hoàng Van Tiem eo an eskob abaoe 2001. Iliz-veur Itron-Varia-ar-Rozera e Bừi Chu eo sez an eskopti. Ar Werc'hez Dinamm eo maeronez an eskopti.

Er pezh oa an Tonkin kreiz gwechall emañ an eskopti, 129 farrez ennañ. Ur benniliz goustlet d'ar Werc'he Dinamm a gaver e Phu Nhai

Krouet e voe Vikeldi apostolek Tonkin kreiz d'ar 5 a viz Gwengolo 1848 gant ar Pab Pi IX diwar un darn eus tachenn Vikeldi apostolek Tonkin ar Reter (bremañ eskopti Haïphong). Fiziet e voe er visionerine dominikan spagnol. Gwallgaset e voe ar re-mañ e-pad degadoù a vloavezhioù.

Tri eus ar pevar eskob kentañ a zo bet merzheriet. Lakaet int bet war roll ar sent gant ar Pab Yann-Baol II.

Kemeret en deus Vikeldi apostolek Tonkin kreiz anv Vikeldi apostolek Bừi Chu d'an 3 a viz Kerzu 1924.

D'an 9 a viz Meurzh 1936 e roas darn eus e diriad da Vikeldi apostolek Thái Binh (bremañ eskopti).

Dek miliadoù agatoliked a dec'has war du ar Su pa voe staliet da vat galloud ar Viêt Minh en Norzh e 1954.

Lakaet e voe ar Vikeldi apostolek da eskopti d'ar 24 a viz Du 1960 gant ar Pab Yann XXIII (builh Venerabilium Nostrorum) evel vikeldioù all ar vro. Gouzañv a reas an eskopti nevez ur prantad heskinerezh.

Roll an eskibien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2006: 386 148 a dud vadezet (27% eus poblañs ar bastell-vro) ; 84 beleg (1 reizhat e o-zouez), 4 597 den badezet evit ur beleg ; 1 lean ha 502 leanez ; 129 parrez.