Erzgebirge

Eus Wikipedia
Sed pelec’h emañ an Erzgebirge en Alamagn
Ar gwel eus an Hohen Stein war Nové Zvolání, Bärenstein, gant ar menez Bärenstein, ha Vejprty

An Erzgebirge (en alamaneg) pe Krušné hory

(e tchekeg) (da lavarout eo « Menezioù Kailh ») zo un aradennad venezioù war an harzoù etre Alamagn hag ar Republik Tchek.

En em astenn a ra an Erzgebirge a-hed 150 km hag a-led un 40 km bennak. Ar menez Klínovec (pe Keilberg) eo ar gern uhelañ (1244 m), e Tchekia, hag ar menez Fichtelberg eo an eil uhelañ (1214 m), en Alamagn. Gant aradennad an Erzgebirge eo dispartiet Saks diouzh Bohemia.

Er Grennamzer e oa goloet ar vro gant koadoù stank ha ne oa ket kalz a dud o chom enni. Er XVvet kantved e oa bet kavet kailh arc'hant ha staen en tolead ha deredek a reas tud e-leizh d’ar menezioù da vevañ ha da sevel kêrioù nevez enno. Abalamour d’an danvezioù-se e voe graet « Erzgebirge » eus ar vro (diwar ar gerioù Erz a dalvez kement ha "kailh" ha Gebirge a dalvez kement ha "menezioù"), pa veze anvet Böhmischer Wald, Beheimer Wald, Behmerwald pe Böhmerwald gwechall (da lavarout eo "Koad Bohemia"). Metaloù all zo bet eztennet er vro : houarn, kouevr, uraniom... Met da hesk eo aet ar gweleadoù anezho bremañ. Ha deuet eo an Erzgebirge da vezañ menezioù darempredet evit ar sportoù goañv dreist-holl.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.