Erwan ar C'hoadig
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Erwan ar C'hoadig zo bet kargiad en Ofis ar Brezhoneg, karget da lakaat ar brezhoneg da vezañ diorroet. Breur eo da Ronan ar C'hoadig.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desavet e voe e rannvro Pariz gant ur familh eus Pempoull. Harzet e voe, evel e vreur, ha tamallet dezho bezañ izili eus an FLB. Amnistiet e voent o-daou, ha lezet da vont, hep prosez, goude dilennadeg François Mitterrand e 1981.
Implijet e voe gant Skeudenn e Roazhon adalek 1981 betek 2000.
Labour war dachenn ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Here 2000 e voe tutaet gant Ofis ar Brezhoneg[1] ha lakaet da benn an Ajañs Diorren ar brezhoneg ha ne voe nemet ur goprad en deroù, eñ e-unan (8 e 2022)[2].
Notennoù ha daveeennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Krouet e oa bet an Ofis e 1999 dindan statud ur gevarzhe.
- ↑ Jean-Noël Potin, Les 22 ans d'Erwan Le Coadic au service de la langue bretonne, e-barzh Le Télégramme, 25 Du 2022