Enez Severniy
Neuz
75° 30′ 0″ N, 60° 0′ 0″ R |
---|
Enez Severniy (rusianeg : Се́верный о́стров, "Enez an Norzh") zo un enezenn e Meurvor Arktika, e hanternoz Rusia. Lodenn hanternoz enezeg Novaya Zemlya eo.
Gwechall e oa anvet "Douar Lütke", diwar an ergerzher alaman-ha-rusian Friedrich Benjamin von Lütke.
Emañ war-dro 400 km en norzh da zouar-bras Rusia. En em astenn a ra war 48 904 km², ar pezh a ra anezhi an 30vet enezenn vrasañ er bed. Daou-ugent dre gant eus he gorread zo goloet gant skorn. Dispartiet eo diouzh Enez Youjniy ("enez ar su") gant strizh-mor Matochkin.