Mont d’an endalc’had

Enez San Clemente (Galiza)

Eus Wikipedia
Enez San Clemente

Enez San Clemente (Illa de San Clemente, Illa de San Cremenzo, Illa do Santo do Mar) zo un enezenn eus Galiza e proviñs Pontevedra war zouar kumun Marín.

Un enezennig 8 devezh-arat tostik d'an douar-bras eo. Pa vez izelvor da vat e c'haller mont di war-droad dre un erv draezh ; roc'hellek eo tro-dro an enezenn a-hend-all. Geotek eo, div binenn vras zo, ha dismantroù peniti kozh San Clemente, hag ur pardon a veze.

Kanet eo bet al lec'h gant Nuno Treez, ur barzh galizek (trobador) er Grennamzer, en ur varzhoneg (cantiga de amigo) :

[...]
San Clemenço do Mar,
se mi d'el non vingar,
non dormirei,
San Clemenço señor.
Se vingada fôr,
non dormirei.
Se mi d'el non vingar,
do fals' e desleal,
non dormirei.
Se vingada non fôr
do fals'e traedor
non dormirei.
[...]