Enepdivyezhegezh
Enepdivyezhegezh a vez graet eus an oberoù pe ar politikerezh enep d'an divyezhegezh ha d'an dud divyezhek, o nac'h outo gwirioù abalamour ma implijont an eil yezh kentoc'h eget eben, abalamour ma vez staget ar gwirioù hiniennel ouzh ur yezh hepken.
E Breizh e weler enepdivyezhegezh dreist-holl e nac'hidigezh digeriñ klasoù divyezhek er skolioù-stad pe katolik da skouer. Koulskoude emañ ivez e nac'hidigezh ar gwir da vont e brezhoneg ouzh ar velestradurezh, dre skrid pe dre gomz: ar gwirioù-se a zo d'an dud er broioù ma ya en-dro an divyezhegezh.
Gallout a reer komz ivez, en degouezhioù-se, eus droukziforc'hañ yezhel.
En Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komz a reer eus enepdivyezhegezh e Kanada, diwar-goust ar galleg (New Brunswick ha kêr Ottawa), hag e SUA diwar goust ar spagnoleg (Kalifornia ha Florida dreist-holl).
En Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Belgia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nec'het-bras eo Stourm ar Brezhoneg o welet e vez Diwan o komz mui-ouzh-mui eus "divyezhegezh" ha nebeut-ouzh-nebeut eus "brezhoneg". Rak divyezhek eo bet Breizh e-pad kantvedoù, diwar-goust ar brezhoneg ha ret eo deomp, da z-Diwan, da Stourm ar Brezhoneg ha d'an Emsav a-bezh mont kontrol d'ar red-se hag adsevel hor yezh da yezh ofisiel ha yezh vroadel e Breizh.
– Stourm ar Brezhoneg, Diwan : Petra eo sonj stourm ar Brezhoneg ?, Kannadig Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg niv. 12, 1987, p. 28
E Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enep an divyezhegezh e Kembre en XIXvet kantved e veze graet gant ar Welsh Not[1].
N'eus ket gwall bell e veze renerien embregerezhioù o tifenn ouzh o implijidi komz kembraeg en o lec'h-labour, adal afer Brewer Spinks e 1965 betek hini Thomas Cook e 2007[2].