Mont d’an endalc’had

Emsavadeg Glyndŵr

Eus Wikipedia
Emsavadeg Glyndŵr
conflict
Rann euslist of Anglo-Welsh Wars Kemmañ
Deiziad1400 Kemmañ
Deiziad kregiñ1400 Kemmañ
Deiziad echuiñ1415 Kemmañ

Emsavadeg Glyndŵr (anvet ivez, Brezel Diwezhañ an Dizalc'hted, pe an Emsavadeg Kembreat) a oa un emsavadeg renet gant Owain Glyndŵr a-enep rouantelezh Bro-Saoz. E-kreiz an emsavadeg, etre1403 ha 1406, e oa ar braz a vro Gembre dindan beli Owain goude bout aloubet meur a gastell saoz, ha krouet un dael broadel e Machynlleth. An emsavadeg a voe an erzerc'had diwezhañ eus dizalc'hted Kembre a-raok e drevañ gant Saoz e 1543.

An ensavadeg a grogas e 1400, pa gemeras Owain Glyndŵr, douaren meur a diernac'h roueel kembreat, an titl a Tywysog Cymru ("Priñs Kembre") goude ur breujad gant ur mac'htiern saoz amezeg anezhañ. E 1404, goude un heuliad a sezizoù kastell hag emgannoù trec'h, e voe kurunet Owain Priñs Kembre dirak kannadourion skosat, gall, spagnat, ha breton. Sevel a reas un dael vroadel o kemenn addegas lezenn gembreat hengounel Hywel Dda, krouiñ un iliz kembreat dizalc'h, ha sevel div skol-veur. Owain a stummas ur c'hevredad gant ar Gall Charlez VI, hag e 1405 e tilestras un arme gall e Kembre da harpañ an emsavadeg.

E deroù 1406 e voe faezhet nerzhioù Owain e Grosmont ha Usk, e gevred Kembre. En desped d'an trec'hioù etre 1400 ha 1406 e oa niverusoc'h ar Saozon ha tud ar vro a oa skuizh gant preizhadennoù an arme saoz.

E 1407 e voe adaloubet Ynys Môn gant ar Saozon kement ha darnoù bras eus su Kembre. E 1408 e lakajont ar seziz war Kastell Aberystwyth, heuliet gant Kastell Harlech e C'hwevrer 1409, hag echuiñ a reas ren Owain war ar vro, daoust ma ne oa biskoazh bac'het pe lazhet Owain. Fae a reas war ar c'hinnigoù arsav-brezel gant ar roue Henry V ha bagadoù kembreat a gendalc'has da enebiñ gant o gouvrezel. Owain a yeas diwar wel e 1415, ha soñjal a reer e varvas er bloaz-se. E vab Maredudd ab Owain a asantas un arsav-brezel kinniget gant Henry V e 1421, ma lakaas un diwezh d'an emsavadeg.