Emily Ratajkowski

Eus Wikipedia

Emily O'Hara Ratajkowski

Emily Ratajkowski e 2016
Emily Ratajkowski e 2016

Lesanv(ioù) Emily Ratajkowski
Ganedigezh 7 a viz Even 1991, London, Bro-Saoz
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) aktourez, top model

Emily O'Hara Ratajkowski, ganet d'ar 7 a viz Even 1991 da gerent stadunanat e Westminster, London, Bro-Saoz, zo un top model hag un aktourez stadunanat. Desavet eo bet da zigentañ e Kalifornia.
Brudet e voe er bloavezh 2013 goude bezañ bet gwelet en ur c'hlip video sonerezh gant Robin Thicke anvet Blurred Lines ("linennoù dispis"). Ar ganaouenn a oa deuet da vezañ kanaouenn gentañ ar bloavezh e meur a vro hag a zegasas rebechoù dre ma tegasje ur skeudenn fall war ar merc'hed.

Ratajkowski zo un degemenerez evit steuñvad ar genel ha reiñ a ra harp da gwirioù ar merc'hed hag evit ma vefe aesoc'h d'ar merc'hed bevañ o reizhelezh. Embann a ra alies ez eo ur venelourez ; evit lod ez eo gwir, evit lod all ez eo un doare da zigareziñ he luc'hskeudennoù erotek stank.

Ratajkowski he deus orinoù eus Iwerzhon, Alamagn ha Polonia. Dre he zad he voe desavet er gatoligiezh, pa'z eus ur Yuzevez eus he mamm.
Ratajkowski a laka war-raok un hêrezh "polonat-israelat".

Filmlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Titl Roll Notennoù
2004 Andrew's Alteration Young Girl Film berr
2005 A Year and a Day Girl
2014 Gone Girl Andie Fitzgerald
2015 Entourage Roll e-unan
2015 We Are Your Friends Sophie
2018 I Feel Pretty Mallory
2018 In Darkness Veronique direct-to-video
2018 Cruise Jessica Weintraub direct-to-video
2018 Welcome Home Cassie direct-to-video

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]