Emgann ar Berezina

Eus Wikipedia
Napoleon o treuziñ ar BerezinaJ. Suchodolski, 1866 – Mirdi broadel Poznań

Emgann ar Berezina a oa bet stourmet etre ar 26 hag an 29 a viz Du 1812, etre nerzhioù lu Napoleon, a oa o kilañ goude aloubadeg Rusia hag a oa o klask treuziñ ar stêr Berezina (nepell diouzh Borisov, e Belarus), hag armeoù rusian renet gant Mikhail Kutuzov, Peter Wittgenstein hag an amiral Pavel Chichagov.
Ne voe trec'her anat ebet e fin an emgann. Ar C'hallaoued o devoa kollet kalz soudarded ha dafar met a oa deuet a-benn da dreuziñ ar stêr memes tra hep bezañ stanket. An droienn "Bérézina" a vez implijet abaoe e galleg evit ober meneg eus un taol fall.