Mont d’an endalc’had

Emgann an Ticino

Eus Wikipedia

Emgann an Ticino a c'hoarvezas e 600 kent JK, e kember an Ticino hag ar Po, e-lec'h ma voe savet kêr Pavia. Emgann a voe etre ar Gelted kaset gant Bellovesos hag an Etrusked.

Arabat droukveskañ an emgann-se hag an hini a c'hoarvezas e 218 kent JK er memes ardremez etre Hannibal Barca hag an arme roman e-kerzh ar brezel punek.