Emgann Pont Milvius

Eus Wikipedia
Schlacht bei der Milvischen Brücke
Pieter Lastman (1613)

En Emgann Pont Milvius, war lez ar stêr Tiber, er biz da gêr Roma, d'an 28 a viz Here 312, e voe trec'h Kustentin, Augustus ar c'hornôg, war Maxentius.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bec'h a oa savet etre Kustentin, Maxentius a oa daou Augustus ar c'hornôg, ha daou vreur-kaer. Kustentin a oa mab d'an impalaer Constantius Iañ, hag a rene abaoe marv e dad en 306 e kornôg Galia hag en Enez Vreizh. Maxentius a oa mab da Maximianus ha deuñv da Galerius (250-311). Ouzhpenn-se e oa dimezet Kustentin abaoe 307 da Fausta, c'hoar Maxentius.

Goude marv Constantius, d'ar 25 a viz Gouhere 306, e voe anvet e vab Constantinus da Augustus gant e soudarded d'an 28 a viz Here 306 : met ne dremene ket c'hoazh an titl a imperator a dad da vab en amzer-se. Maxentius avat an hini a oa kontet da vezañ anvet da impalaer e Roma.