Emgann Muar

Eus Wikipedia
Kanolierien aostralian e Malaysia e 1942

Emgann Muar eo bet an emgann ziwezhañ e-kerzh Kampagn Malaysia en Eil Brezel-bed.

Kartenn Emgann Muar

Stourmet e voe etre ar 14 hag an 22 a viz Genver 1942 tro-dro da Bont Gemensah ha d'ar Stêr Muar. Goude faezhet ar Rouantelezh-Unanet en Emgann ar Stêr Slim, ar jeneral Archibald Wavell, penn an ABDA, en doa gourc'hemennet kilañ eus 240 kilometr gant an IIIe korfarme (India) renet gant al Letanant jeneral Lewis Heath war-zu ar su e Stad Johore evit diskuizhañ hag adurzhiañ. E-pad an amzer-se an 8vet rannarme aostralian a oa da dalañ ouzh nerzhioù argadiñ Lu Impalaeriezh Japan.

Ar Gevredidi, renet gant ar Major jeneral Gordon Bennett, a oa deuet a-benn da zifenn Pont Gemensah en un doare efedus e-kerzh un eil emgann, un nebeud kilometroù en norzh da gêr C'hemas. Soudarded an 8vet divizion aostralian a oa deuet a-benn da lazhañ ur 600 soudard japanat bennak eus ar Vvet divizion, e-kerzh un trap war ar pont. Ouzhpenn-se kanaolioù enep-tankoù Aostralia o devoa distrujet meur a dank e norzh kêr.

An toull-trap a oa bet efedus evit ar Gevredidi, siwazh difennerezh Muar ha Bakri war an tu kornôg a oa bet ur c'hwitadenn drastus ken ma voe lazhet an darn vrasañ eus ar 45vet Brigadenn troadegiezh Indian. Daou vatailhon aostralian hag a oa ganto a oa bet tizhet fall ivez. Ar c'hentañ emgann e oa bet etre unvezioù an 18vet divizion saoz hag an nerzhioù japanat e Malaysia.

Kolloù an Impalaeriezh saoz a oa bet 3100 den lazhet (145 anezho o vezañ prizonidi brezel) diwar un hollad a 4000, evit Impaleriezh Japan e oa bet ouzhpenn 700 gant 15 tank distrujet war un hollad a 8000.

Lazhadeg Parit Sulong[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Gevredidi gloazet hag a oa chomet a-dreñv a voe jahinet, an holl anezho a voe lazhet a-benn ar fin nemet un nebeud anezho a oa skampet kuit. E-touez ar re lazhet e oa izili klañdiour Aostralia. Kunujennet, skoet warno gant an treid, gant penn ar fuzuilhoù, gloazet gant baionetezioù, ar brizonidi a voe kaset e meur a gabanenn e kêriadennig Parit Sulong nepell diouzh hent-tizh Muar. Ar re gloazet a oa gourvezet berniet an eil war egile. Nac'het e voe dezho ar gwir da evañ gant Japaniz. Goap a veze graet outo gant ar warded o skuilhañ dour nepell diouto war al leur.