Emgann Grunwald
Emgann Grunwald | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus ar C'hroaziadegoù balt | |||||||
Emgann Grunwald (Bitwa pod Grunwaldem), livadur gant Jan Matejko. | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Urzh Teutonek Goprsoudarded kornogat | Lituaniz Poloniz Ruthened,... | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Ulrich von Jungingen † | Vytautas Jogaila | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
27 000 | 39 000 | ||||||
Kolloù | |||||||
200–400 marc'heg lazhet 8000 den marv (14 000 prizoniad) | dianav |
Emgann Grunwald, pe emgann kentañ Tannenberg, pe c’hoazh emgann Žalgiris, a c’hoarvezas d’ar 15 a viz Gouere 1410 e-kerzh ar brezel Polonat-lituaniat-hag-alaman hag ar c’hroaziadegoù balt. Ar c’hevredadur skoulmet etre rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur Lituania, renet a-getep gant ar roue Jogaila (Władysław Jagiełło evit Poloniz) ha gant An Dug Meur Vytautas (Witold), a voe trec’h en emgann-mañ war an Urzh Teutonek bleinet gant ar Mestr Meur Ulrich von Jungingen. Mervel a reas pe prizoniet e voe al lodenn vrasañ a bennoù bras an Urzh. Daoust ma ne gollas ket hemañ-diwezhañ re a dachenn da-geñver Feur-emglev peoc’h Toruń (1411) e voe gwanaet da-heul emgann Grunwald ha ne adkavas morse e c’halloud kent. D’e heul ivez e eskoras ur riez galloudus nevez e reter Europa: unaniezh Polonia ha Lituania (ha zeuy da vout Kenunaniezh Polonia ha Lituania er XVIvet kantved).
Unan eus brasañ ha krennusañ emgannoù ar Grennamzer e voe.
Chomet eo bev mat en eñvor ar pobloù alaman, poloniat, lituaniat, ha belarus. Dreist-holl en hini Poloniz ha Lituaniz. Ha lidet e vez an emgann gant ar re-mañ diwezhañ.
Anvioù ha mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C’hoarvezout a reas an emgann war tiriadoù Stad-venec’h an Urzh Teutonek (Ordensstaat) war gompezennoù etre teir c’hêriadenn: Grünfelde (Grunwald) er c’hornôg, Tannenberg (Stębark) er biz, ha Ludwigsdorf (Łodwigowo, Ludwikowice) er su. Jogaila a gomz eus al lec’h evel-henn: "loco conflictus nostri, quem cum Cruciferis de Prusia habuimus, dicto Grunenvelt". Ar gronikerion boloniat goude a veizas an anv Grunenvelt evel Grünwald a dalv “koad glas” en alamaneg. Lituaniz a zegemeras an anv-mañ diwezhañ ouzh e dreiñ e lituaneg ger-evit-ger: Žalgiris (diwar žalia, "glas/gwer", ha giria, "koadeg"). An Alamaned, int, a reas Tannenberg anezhañ (“run ar gwez sapin”).
Anvet eo neuze: Schlacht bei Tannenberg gant an Alamaned, Bitwa pod Grunwaldem gant Poloniz, Žalgirio mūšis gant Lituaniz.
Neoazh, “Emgann Grunwald” eo an anv a roer dezhañ peurliesañ e broioù arall.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N’eus ket kalz a zielloù solius, neptu ha kenoadek a-zivout an darvoudoù. Poloniat al lod bras anezhe. An hini pouezusañ eo ar c’hCronica conflictus Wladislai regis Poloniae cum Cruciferis anno Christi 1410, bet skrivet nebeut war-lerc’h an emgann gant un den test a-lagad.
Kenarroud istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da geñver ar c’hroaziadegoù balt, hag ur wezh bout bet trec’h war an Henbrusianed en XIIIvet kantved, e troas ar verc’heion deutonek, un urzh relijiel milourel nevez staliet er broioù balt, o selloù ouzh paganed Dugelezh-Veur Lituania, dreist-holl war Samogitia, ur rannvro lituaniat lec’hiet etre tiriadoù an Urzh ha re ar Varc’heion douger-kleze. Dav e voe da Lituaniz dilaoskel Samogitia d’an Urzh e 1381.
E 1385 e timezas an Dug-Meur lituaniat Jogaila gant Jadwiga Anjev, rouanez Polonia (Unaniezh Krewo). Degemer a reas Jogaila (hag e vro d’e heul) ar feiz kristen ha kurunennet e voe roue Polonia oc’h unaniñ Rouantelezh Polonia gant Dugelezh-Veur Lituania dre ar pennoù (ne voe ket unanet an div vro o-unan). N’en doa ket mui an Urzh alaman a zigarezioù relijiel evit tagañ Lituania enta (pennabeg andro Jogaila ouzh ar gristeniezh, gant ar fed ne c’helle ket naket Poloniz degemer ur roue pagan). Klask a reas avat Mestr-Meur an deutoneged nagenniñ gwiriegezh andro Jogaila. A-hend-arall e kreske an tennderioù tiriadel etre Lituania hag an Urzh a-zivout Samogitia, hag etre ar re-mañ diwezhañ ha rouantelezh Polonia.
E miz Mae 1409 en em savas ar Samogitianed, chomet pagan, a veve dindan gwask an Alamaned. Soutenet e voent gant Lituaniz hag ar re-se gant Poloniz. Prest e voe pep tra evit ma tarzhfe ar brezel. D’ar 6 a viz Eost 1409, war-lerc’h en devout adreñvet e luioù diouzh Samogitia, e tisklêrias ar Mestr-Meur Ulrich von Jungingen brezel da Bolonia ha da Lituania. Fellout a rae dezhañ bout trec'h war an div vro an eil war-lerc’h eben o kregiñ gant Polonia (aloubadeg Polonia-Veur ha Kujawy). Kemer a rejont meur a gêr, hogen aozet e voe un enebargadenn gant Poloniz ha taget e voe Memel gant ar Samogitianed.
Chomel a reas ar c’hrogadoù a-sav betek miz Mezheven 1410. Ladislas II (Jogaila) ha Vytautas a sailhas a-gevret ouzh tiriadoù an Urzh, ar pezh a souezhas ar Varc’heion deutonek a soñje dezhe o dije o zaget pep hini diouzh e du (aozet o doa kerc’hadennoù war an harzoù evit faziañ an Alamaned).
An nerzhioù war an dachenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus un tu en em gave al lu teutonek, ennañ war-dro 27 000 den o tonet eus Prusia hag Europa ar c’hornôg, kanolioù gante. Eus an tu arall edo ul lu polonat-lituaniat kevredet (Ruthened ha Tatared a gaved e bagadoù an Dugelezh-Veur lituaniat) ennañ war-dro 39 000.
Ar sifroù-se, o tonet ag un istorour polonat, zo bet arzaelet ha leiantet e-pad pell gant an istorourion alaman (a lavare ne oa war-dro nemet 11 000 teutoneg ha 17 000 enebour dezhe). Diaes eo gouzout resis an niver ag emgannerion. Ar pezh a zo sur avat ez eo e oa niverusoc’h ar soudarded boloniat ha lituaniat.
Ma oa distankoc’h ar varc’heion deutonek e oant ivez gourdonet, renet hag armet gwelloc’h eget o enebourion.
Dibunadur an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ergerzhadenn dre Brusia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em gavout a reas luioù Jogaila ha Vytautas en tu arall ag an harzoù ha treuziñ a-gevret ar stêr Vistula e deroù miz Gouere. Goude e stardjont da gerzhout war-du kastell Malbork, kêrbenn an Urzh Teutonek. Pa ouias Ulrich von Jungingen an dra-se ec’h aozas ul linenn zifenn, hogen klask a reas Jogaila c’hoari tro anezhi dre ar reter. Kerzhout a reas an Alamaned a stur gant arme o enebourion.
War-du an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’ar 15 a viz Gouere, diouzh ar mintin, en em gavas an div arme war ur gompezenn 4 km² a ec’honder dezhi, etre kêriadennoù Grunwald, Tannenberg ha Ludwigsdorf. Dispakañ a rejont tal ouzh tal o sevel div linenn genstur hervez un ahel biz-mervent. Eus tu luioù Jogaila ha Vytautas en em gave ar marc’hegerezh pounner poloniat a-gleiz hag an hini skañv lituaniat a-zehou.
N’o doa ket gellet ar varc’heion deutonek implijout o c’hanolioù dre ma oa bet glebiet ar poultr gant ar glav.
Deroù an emgann: tagadenn ha souzadenn Lituaniz Vytautas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vytautas eo a argadas kostez kleiz lu an Urzh gant ar varc’hegerion lituaniat. Goude ouzhpenn un eurvezh stourm e stagjont ar re-mañ diwezhañ da gilañ ha da gemer an tec’h zoken. Diaes eo hiziv an deiz c’hoazh gouzout hag ur souzadenn vellourel e oa (boaz e oa Lituaniz d’ober van da guitaat an dachenn emgann evit distreiñ ha kelc'hiañ o enebourion). Tachet e veze an istorourion boloniat da embann ne oa nemet un dec’hadeg na mui na maez ha ne voe aet an trec’h nemet a-drugarez d’al lu poloniat. Ha gwir eo n’eo distroet Lituaniz nemet e dibenn an emgann. Evit Lituaniz ez eo, er c'hontrol, a-drugarez da bleustradeg ar varc’hegerion lituaniat m’o deus gellet Poloniz bout trec’h war an Alamaned o vezañ m’o doa klasket ul lodenn vat anezhe galoupat war-lerc’h Lituaniz Vytautas o tarnaouiñ mod-se an talbenn.
Stourmadenn Poloniz-Marc’heion Deutonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-lerc’h e tagas ul lod arall ag ar varc’heion gornogat kostez dehou al lu poloniat hag an tu-kreñv a oa gante d’ur mare bennak betek gellout pegañ e banniel roueel Krakow. Adtapet e voe hennezh nebeut war-lerc’h gant Poloniz avat. Koll-gounit e chomas e-pad pell an emgann evit Jogaila. En arvar e voe bet e vuhez zoken pa voe taget gant ur marc’heg alaman.
Dibenn an emgann D’ar poent-se e tistroas al lu lituaniat adaozet war an dachenn emgann o tagañ an adreñv teutonek. War-nes bout beuzet gant Poloniz ha Lituaniz e oa al lu alaman ha klask a reas ar Mestr-Meur Ulrich von Jungingen digelc’hiañ e re o tremen dre douesk Lituaniz, hogen lazhet e voe bet. Dioueret a levier ha kelc’hiet e voe dav d’ar varc’heion deutonek klask sevel ur c’hamp war ar prim. Hogen sezizet hag a-benn ar fin kemeret e voe hennezh ha lazhet al lodenn vrasañ ag an difennourion.
Padet en doa an emgann dek eurvezh.
Disoc’h ha goudevezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kolloù ha prizonidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez levrioù kontoù an Urzh ne oa distroet nemet 1 427 den e Malbork. Prizañ a reer e oa bet 8 000 teutoneg lazhet, en o zouesk etre 200 ha 400 marc’heg ha pennoù bras an Urzh, ha 14 000 prizoniad. Dieubet e voe buan a-walc’h ar soudarded a renk izel gant mar en em ginnifent da Grakow war-lerc’h. Poloniz ne viras gante nemet ar varc’heion ar renk uhel evit goulenn dasprenoù evite.
Kendalc’h an ergerzhadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-lerc’h an emgann e kerzhas en-dro arme Jogaila war-du Malbork a voe tizhet d’ar 26 a viz Gouere ha lakaet ar seziz warnañ (kemeret e voe bet meur a gastell hag a gêr arall endeo: Danzig, Thorn, Elbing. Hogen ne oa ket an arsailherion aveet ha prest evit ur seziz hirbad ha ret e voe dezhe disezizañ ar c’hastell d’an 19 a viz Gwengolo ha dilaoskel ar c’hêrioù kemeret gante. Hogen, d’an 10 a viz Here e voe trec’h a-nevez Ladislas II war an Urzh (Emgann Koronowo).
Feur-emglev peoc’h Toruń a voe sinet etre ar vellerion d’ar c’hentañ a viz C’hwevrer 1411. Reiñ a reas an Urzh en-dro rannvro Dobrzyń da Bolonia, asantiñ dilezel e zezoioù war Samogitia ha paeañ digollioù koustus. Gwanaet e oa an Urzh Teutonek ha diaes e voe dezhañ tuta marc’heion nevez (ne oa ket mui a groaziadeg dre ma oa kristen bremañ broioù an trowardroioù). Ne adkavas morse e c’halloud kent.
Emgann Grunwald en arzoù hag el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Polonia eo chomet bev-mat eñvor an emgann e penn an dud hag en eil hanterenn ag an XIXvet kantved ec’h awenas arzourion ar vro evel Jan Matejko (Bitwa pod Grunwaldem – Emgann Grunwald, 1878) pe ar skrivagner Henryk Sienkiewicz a gont e Krzyżacy (1900) dibun ha kenarroud istorel an emgann gant ur sell broadelour (kasoni ouzh an Alamaned hag un tamm dismegañs e-keñver Lituaniz).