Emgann Corregidor (1945)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Emgann Corregidor zo ivez.
Dilestradenn an 34th Infantry e Corregidor

An Emgann evit adtapout Corregidor (saozneg: The Battle for the Recapture of Corregidor ; filipineg: Labanan para sa Corregidor) a voe stourmet etre ar 16 hag ar 26 a viz C'hwevrer 1945, etre un nerzh tagañ stadunanat hag ur gwarnizon japanat o klask difenn enezenn Corregidor. Japaniz o devoa tapet ar c'hreñvlec'h digant an United States Army Forces in the Far East e-pad un emgann kentañ, e 1942.

Harzlammerien ar 503rd Infantry Regiment o touarañ e Corregidor

Disoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz soudarded japanat a oa marvet beuzet o klask tec'hout diouzh an enezenn roc'hellek. Un darn eus soudarded ar gwarnizon, marteze miladoù a dud, a oa aet da guzhat e fozioù ha ribouloù en enezenn. O klask heuliañ hent spered ar Bushidō, an difennerien, kuzhet evel ar re en Malinta Hill, o devoa kavet gwelloc'h en em lazhañ eget kodianañ. E Corregidor e voe klevet tarzhadennoù dindan zouar e-pad devezhioù goude fin an emgann. Hervez mammennoù Japan e oa 6700 soudard japanat er gwarnizon war an enezenn pa oa bet ar 503rd PRCT hag ar 34th Infantry o tilestrañ. Diwar an hollad e oa chomet bev 50 den ; 19 all a oa bet prizoniet hag 20 soudard a oa chomet kuzhet (Zanryū nipponhei) hag a oa kodianet d'ar 1añ a viz Genver 1946 hepken.